Vogalenn etre
Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn etre (saoz.: mid vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod hanter-hent etre ur vogalenn digor hag ur vogalenn serr.
Liveoù digoradur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri live digoradur a zo roet gant al lizherenneg fonetik etrebroadel evit ar vogalennoù etre, hag ent-ledan e vez komzet eus vogalennoù etre evit an tri rummad vogalennoù-mañ :
- ar vogalennoù etre serr, evel [e] pe [o], anavezet evel vogalennoù damserr,
- ar vogalennoù etre, evel [ə],
- ar vogalennoù etre digor, evel [ɛ] pe [ɔ], anavezet evel vogalennoù damzigor.
Peurvuiañ e vez komzet eus vogalennoù etre evit an tri rummad-se pa studier yezhoù ma n'eus nemet unan anezho, ma n'eus ket pe ma'z eus nebeut-tre a enebadur etrezo.
Ent-strizh e vez anvet evel-se ar vogalennoù etre gwirion hepken.
Treuzskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus nemet ur vogalenn etre rik ganti un arouezenn ispisial hervez al LFE. Ar vogalenn etre greiz, anvet ivez schwa, eo. Skrivet e vez [ə].
Evit ar re all ez eo ret implijout un adarouezenn. Da skouer, ur vogalenn etre a-raok nann-ront a c'hall bezañ treuzskrivet pe evel ur vogalenn izelaet ⟨e̞⟩ (gant un adarouezenn diskenn) pe evel ur vogalenn uhelaet ⟨ɛ̝⟩ (gant un adaourezenn bignat).
Roll darnel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ roll ar vogalennoù etre gwirion rizhek :
- ar vogalenn etre a-raok nann-ront [e̞] or [ɛ̝],
- ar vogalenn etre a-raok ront [ø̞] or [œ̝],
- ar vogalenn etre greiz nann-ront [ɘ̞] or [ɜ̝] (skrivet ⟨ə⟩ peurvuiañ),
- ar vogalenn etre greiz en-diweuz [ɵ̞] or [ɞ̝] (skrivet ⟨ɵ⟩ peurvuiañ, evel pa vefe ur vogalenn etre serr, da lavaret eo ur vogalenn damzigor),
- ar vogalenn etre greiz ez-diweuz [əᵝ],
- ar vogalenn etre a-dreñv nann-ront [ɤ̞] or [ʌ̝],
- ar vogalenn etre a-dreñv ront [o̞] or [ɔ̝].