Vittoria Colonna (barzhez)

Eus Wikipedia
Ur pennad Colonna zo ivez.
Ur pennad Vittoria Colonna zo ivez.
Vittoria Colonna (1490-1547), poltredet gant Sebastiano del Piombo.
Vittoria Colonna, treset gant Michelangelo Buonarotti.
Vittoria Colonna. Poltredet gant Girolamo Muziano, Roma, Galleria Colonna.
Vittoria Colonna, gant Jules Lefèvre. Poltred ur vaouez eus ar XVIvet kantved gant ul livour eus an XIXvet.

Vittoria Colonna (1490-1547), ganet e Marino (Italia), markizez Pescara, a oa ur skrivagnerez italian e deroù ar XVIvet kantved, ha brudet he barzhoniezh. Evel gwreg a wad uhel ha desket, prizoniet he fried, e c'hallas mont e darempred gant speredoù brasañ enez Ischia ma oa o chom ha rouantelezh Naplez.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vittoria Colonna a oa merc'h da Fabrizio Colonna, konestabl Rouantelezh Naplez, ha da Agnese di Montefeltro, merc'h da Federico da Montefeltro, dug Urbino, ha ganet e oa e Marino (Italia), kreñvlec'h an tiegezh Colonna, nepell diouzh Roma, nemet n'eo ket asur bloavezh he ganedigezh : 1490 pe 1492.

Dimezet e voe, hervez giz an amzer, en 1495, da 3 pe 5 bloaz eta, da Fernando Francesco d'Ávalos, mab da Fernando de Ávalos, markiz Pescara, jeneral d'an impalaer Karl V, war ali ar roue Fernando, roue Naplez.

En 1501 e voe kemeret douaroù an tiegezh Colonna gant ar pab Alesant VI, ma rankas an tiegezh mont da chom da enez Ischia, bro he danvez-pried. Eno e voe desket mat war al lennegezh hag an arzoù, kelennet ma voe gant Costanza d'Avalos, dugez Francavilla, moereb d'he danvez-pried, ha diskouez a reas Vittoria bout troet gant al lennegezh.

Eured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz a wazed a glaske kaout he dorn, en o zouez e oa dug Savoia ha hini Bragança, met da 19 vloaz e timezas hervez he c'hoant da Francesco Ferrante d'Ávalos. En enez Ischia e voe graet an eured d'ar 27 a viz Kerzu 1509 er c'hastell anvet Castello Aragonese.

Chom a eure en Ischia adal 1501 betek 1536, hag arzourien en-dro dezhi ha d'he moereb. Barzhoniañ a rae, e doare Petrarca, hag anaout a rae Ludovico Ariosto, Pietro Aretino, Girolamo Britonio, Annibal Caro, Giovanni Pontano, Jacques Sannazar, Bernardo Tasso, ha kalz skrivagnerien all.

Pa zimezas n'hallas ket an daou bried chom pell a-gevret rak e 1511 e voe galvet Fernando gant e dad da vrezeliñ ouzh Bro-C'hall. Prizoniet e voe en emgann Ravenna en 1512, ha kaset da Vro-C'hall ma skrivas un Divizoù ar Garantez.

Etre 1516 ha 1522, en ur ober c'hwec'h vloaz, e kollas Vittoria he breur yaouankañ Federico, marvet e 1516, he zad Fabrizio, en 1520, hag he mamm Agnese en 1522.

Pa voe lakaet Francesco en e frankiz ez eas da vrezeliñ en arme Karl V, gloazet e voe en emgann Pavia en 1525. Klask a reas Vittoria mont da-gaout he fried met keloù he doe war an hent, e Viterbo, e oa marvet d'an 3 a viz Kerzu e Milano. Ehanañ a reas he beaj, ha mont da iliz San Silvestro in Capite, en Roma. Ken bras poan-spered he doe ma soñjas en em lazhañ, met dont a reas war-c'horre gant skoazell he mignoned. Neuze en em dennas er gouent amezek, hag eno e fellas dezhi ober he gouestloù, met nac'het e voe kement-se outi gant ar pab Klemez VII hag he breur Ascanio. Ha hi da Ischia war he c'hiz, ma chomas meur a vloaz. Hervez Abigail Brundin e felle d'ar pab ha d'ar breur aozañ un dimeziñ all dezhi, en sell da skoulmañ emglevioù nevez, met hi a nac'has danvez-priedoù all hag a ouestlas he buhez neuze d'ar varzhoniezh.

Mignoniañ a reas gant tud a iliz, evel Juan de Valdés ha Bernardino Ochino.

He breur Ascanio Colonna a savas neuze a-enep ar pab Clemente VII da gentañ.

E 1527 edo Vittoria en Ischia pa c'hoarvezas arigrap Roma. Eus hec'h enezenn e klaskas skoazellañ tud Roma, ha kement-se a dommas an darempredoù etre hi hag ar pab. Pa gouezhas an arme c'hall war rouantelezh Naplez e tegouezhas an tiegezh Avalos da repuiñ da Ischia.

Nav miz goude an arigrap e tegouezhas an istorour Paolo Giovio en Ischia, pedet ma oa gant Vittoria, hag eno e chomas betek 1528, da skrivañ e Dialogus de viris ac foeminis aetate nostra florentibus, lec'hiet en Ischia etre dibenn Gwengolo ha deroù Kerzu 1527, ha manet diembann.

En 1529 e tistroas Vittoria da Roma, ha bep an amzer e veaje etre Roma, Orvieto, Ischia ha lec'hioù all. Klask a reas dizober an droug graet gant he fried ha goulenn digant an tiegezh Avalos daskor da abati Montecassino douaroù bet kemeret diwar-goust ar venec'h.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e voe hec'h oberennoù e Parma e 1538, hag e Roma e 1840, gant Pietro Ercole Visconti.

Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un bruskdelwenn en marmor zo bet graet gant Maurice David de Gheest, hag a c'haller gwelout e mirdi an arzoù-kaer e Lille.

Barzhoniañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mignonez e oa d'ar c'hizeller ha livour Michelangelo. Barzhonegañ a rae-hi, hag e-touez gwellañ heulierien Petrarca eo bet lakaet.

Di così nobil fiamma Amor mi cinse,
Ch'essendo spenta, in me vive l'ardore;
Nè temo nuovo caldo, che 'l vigore
Del primo foco mio tutt' altri estinse.

Gant ar flammenn nobl-se ar Garantez am gronnas,
Ha me ur vouzarez, ennon ar gor a ra berzh
Na ne zoujan ar wrez nevez, a zo un nerzh
D'an tan kentañ, ar re all a vougas

E Rime ("Klotennoù")

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (it) Rime (1982), testenn leun "Scrittori d'Italia" Laterza
  • (it) Darn eus Rime Vittoria Colonna [1].