Francesco Ferrante d'Ávalos
Neuz
Fernando Francesco d'Ávalos pe Ferrante Francesco d'Ávalos, pe Francisco Fernando de Ávalos e spagnoleg (1489 – 1525) a oa 5vet markiz Pescara, ha condottiero italian a orin spagnol, a vrezelias e Brezelioù Italia.
Prizoniet e voe gant ar C'hallaoued en emgann Ravenna en 1512.
Dimeziñ a reas da Vittoria Colonna.
Gloazet e voe en emgann Pavia (1525), ma voe prizoniet ar roue gall, ha mervel a reas prestik goude.