Mont d’an endalc’had

Violet Gibson

Eus Wikipedia
Violet Gibson d'ar 7 a vie Ebrel 1926

Violet Albina Gibson, ganet e 1876 e Dulenn ha marvet d’an 2 a viz Mae 1956 e Northampton, e Bro-Saoz, a oa un Iwerzhonadez hag a glaskas muntrañ Benito Mussolini e 1926.

Merc’h e oa da Edward Gibson, baron Ashbourne, un noblañs uhel saoz-hag-iwerzhonat.

D'ar 7 a viz Ebrel 1926 e klaskas Violet Gibson lazhañ Benito Mussolini e-kreiz ur brezegenn gant hennezh e Roma. Tennañ a reas warnañ gant ur bistolenn. Mussolini a voe kignet beg e fri gant ar boled, kaset e voe kuit ha graet e voe war e dro diouzhtu.

Harzet e voe Violet Gibson diouzhtu gant ar polis. Pa voe goulennataet ne zisplegas ket perak he doa graet kement-se. Lavaret e voe ne oa ket he skiant-vat ganti ; war c’houlenn Mussolini e voe argaset eus Italia ha kaset da Vro-Saoz. Eno e voe kaset d’ur bredospital ha chom a reas eno betek he marv.

Antronoz an dennadenn ez eas Mussolini da Libia hag en em ziskouez a reas d’an dud e Tripoli gant e fri lienet[1].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]