Venus Borghese
Ar Venus Borghese zo un delwenn marbr roman eus an eil kantved, diwar Afrodite Knidos, e doare ar Gwener Capitolina. E dastumadoù Borghese e oa, met bremañ emañ el Louvre dre ma oa bet prenet gant Napoleone Buonaparte e 1807.
He gwelout gant Kupidon hag un delfin n'eo ket souezh, ambrougerien ordinal int d'an doueez, met moarvat int bet lakaet ouzhpenn gant ar c'hizeller roman.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn kentañ ar XVIIvet kantved e voe dastumet ur bern delwennoù roman kozh e marbr gant ar c'hardinal Scipion Borghese (1576 - 1633), un niz d'ar pab Paol V.
Homañ, en doa prenet digant Tiberio Ceuli e 1607, a oa bet kavet e Roma er XVIvet kantved.
Unan eus ar brudetañ dastumadoù e oa, ha serret e oa en ur genkiz eus ar re binvidikañ, war torgenn ar Pincio.
Entre 1778 ha 1784, e klaskas Marcantonio IV Borghèse (1730 - 1800) lakaat neveziñ an doare d'o c'hinnig gant an tisavour nevezklasel A. Asprucci. En 1807 e oa perc'hennet an dastumad gant ar priñs Camille Borghese (1775 - 1832), breur-kaer Napoleone, dimezet d'e c'hoar Maria Paoletta Buonaparte, anavezetoc'h evel Pauline Bonaparte. Prenet e voe an delwenn-mañ gant an impalaer digant e vreur-kaer, ha div all da-heul, da lakaat el Louvre.
Delwennoù Gwener all el Louvre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir Gwener all a voe prenet digant dastumadoù Borghese war un dro, nemet an div ziwezhañ-mañ a voe adc'hraet darnoù anezho muioc'h c'hoazh :