Varg Vikernes

Eus Wikipedia
Varg Vikernes
Varg Vikernes e 2010

Anv Kristian Larsson Vikernes
Ganet 11 a viz C'hwevrer 1973
e-kichen Bergen (Norvegia)
Doare(où) Black Metal
Dark Ambient
Heavy Metal
Benveg(où) Gitar, gitar-boud, taboulinoù, klavieroù
Bloavezhioù oberiant abaoe 1991
Label(ioù) Deathlike Silence Productions
Cymophane
Misanthropy Records
Lec'hienn ofisiel burzum.org

Kristian Larsson Vikernes, a vez graet anezhañ Varg Vikernes, ganet d'an 11 a viz C'hwevrer 1973, a zo ur soner norvegiat, ezel nemetañ ar strollad Black Metal anvet Burzum.

Brudet e oa deuet da vout e deroù ar bloavezhioù 1990 a-drugarez d'e sonerezh evel-just, mes ivez abalamour d'e vennozhioù gouennelour ha d'e dorfedoù, hag ivez dre ma skrivas pennadoù entanet a-enep d'ar gristeniezh. Lakaet en doa an tan e meur a iliz kozh en e vro, o vennout dialañ, hervezañ ar Skandinaved kozh bet heskinet gant ar gristenien hervezañ, ha drouklazhet e oa bet gantañ Euronymous, rener ar strollad Mayhem, e 1993.

Kemmet en deus e anv evit bezañ graet «Varg Qvisling Larssøn Vikernes» anezhañ, e koun an nazi norvegiat Vidkun Quisling. Nac'h a ra hiziv bezañ broadel-sokialour, avat, dre ma tisplij dezhañ ar ouennelouriezh a-enep d'ar Slaved. Lavarout a ra n'eo ket dedennet gant ar satanouriezh, met gant ar baganiezh nemetken.

Goude drouklazh Euronymous eo barnet da 21 bloavezh toull-bac'h. Ober a ra 15 bloavezh a-raok bezañ lezet da vont. Dimeziñ a ra gant ur C'hallez ha dont da Vro-C'hall da chom. E miz Gouhere 2013 eo bet dalc'het dindan evezh ar polis gall e-pad ur pennadig, dre ma klaske gouzout ha liammoù en doa pe en dije bet gant Anders Behring Breivik.