Black Metal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar sonerezh Black Metal a zo un is-rummad eus an Heavy Metal, merket gant ur c'han feuls hag un aergelc'h teñval.

Leurenn rannvroel : Norvegia, Sveden, Rusia, Alamagn, Polonia, ha broioù hanternoz pe reter Europa dre vras.

Kregiñ a reas ar seurt sonerezh-se er bloavezioù 1980 gant strolladoù evel Bathory (a zeuas goude da vezañ krouer ar Viking Metal), Mercyful Fate ha Hellhamer/Celtic Frost. Venom zo da renkañ e-touez ar strolladoù-se ivez, un tammig nebeutoc'h, dre m' o deus levezonet ar strolladoù Celtic Frost ha Hellhammer, ha dreist-holl evit bezañ roet an anv d'ar rummad sonerezh gant o albom Black Metal aet er-maez e1982. Ar strolladoù-se a sone Thrash Metal, met gant ur sonerezh teñvaloc'h, feulsoc'h ha gant komzioù satanek, ar pezh a oa nevez a-walc'h hag a veze gwelet evel ekstrem en amzerioù-se. Un nebeud eus ar strolladoù-mañ a lavar e oa o fal en em gannañ a-enep gwagenn boblek an Death Metal amerikan hag a oa mestr war ar metal d'ar mare-se. An eil gwagenn Black metal, skandinavek dreist-holl, a grogas e fin ar bloavezhioù 1980 hag e deroù ar bloavezhioù 1990, e Norvegia dreist-holl.

Ar Black metal a resevas buruteladennoù eus un tamm pep lec'h er gevredigezh dre wall e feson feuls hag e spered misantropek.