Bathory (strollad)
Bathory | |
![]() | |
Logo ar strollad
| |
Bro orin | ![]() |
---|---|
Doare(où) | Black metal (1980s) Viking metal, thrash metal (diwezatoc'h) |
Bloavezhioù oberiant | 1983–2004 |
Label(ioù) | Black Mark, Noise |
Lec'hienn ofisiel | http://www.bathory.nu/x1.htm |
Izili | Quorthon |
Izili bet er strollad | Fredrick Hanoi Vans McBurger |
kemmañ ![]() |
Bathory a zo ur strollad black metal svedat a zo bet stummet e Stockholm e miz Mae 1983. Kalz a levezon a zo bet gant ar strollad ha gwelet eo evel unan eus ar strolladoù bet stummet ganto ar black metal hag evel stummerien ar Viking metal. Bathory a oa, ez orin, raktres ur c'hrennard a 17 vloaz, Quorthon. Anv ar strollad a zeu eus hini Erzsébet Báthory.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude kalzig a cheñchamantoù anv hag izili, Quorthon a zo deuet a-benn da gendrec'hiñ penn-bras Tyfon Grammofon da enrollañ daou don evit ar c'hendastumad Scandinavian Metal Attack. An daou don-se a zedenn kalz ar fans ha Tyfon Grammofon a c'houlenn gant Quorthon hag-eñ en deus c'hoant enrollañ un albom en e-bezh. Bathory a zo embannet e 1984.
Albomoù da-heul Bathory, The Return hag Under the Sign oof the Black Mark a zo bremañ anavezet evit o levezon pouezhus war ar strolladoù a vro Norvegia, a lako da vezañ anavezet ar Black metal e penn-kentañ ar vloavezhioù 1990. Memes ma 'z eo albom Venom, Black metal a orin eus ar ger, albomoù kentañ Bathory o deus da vat spisaet an doare sonerezh : sonerezh kentidik, ur son rasklus, komzioù satanek, ur enrolladenn low-fi hag ur vouezh "euzhvil".
Gant Blood Fire Death, Bathory a sioul ar jeu evit leuskel plas d'ur stil muioc'h meurzanevellek ha gant un tem Viking. Met al lodenn vrasañ eus ar sonerezh a chom tost ouzh ar black metal memestra. Gant Hammerheart ez eo souezhet kalz a fans gant ur cheñchamant radikal davet ur son meurzanevellek hag aergelc'hiek. Ar c'homzoù a zo muioc'h troet davet ar Vikinged hag ar mitologiezh skandinaviat. Gant Hammerheart e teu Bathory da vezañ stummer un doare nevez sonerezh metal : ar viking metal. Bathory a gendalc'h evel-se evit an albomoù all Twilight of the Gods, Blood on Ice ha Nordland I & II.
Gant Requiem (e 1994), Bathory a cheñch c'hoazh e stil, ar wech-mañ ez eo kentoc'h retro-trash a lak da soñjal e strolladoù Bay Area ar bloavezhioù 1980. Kenderc'hel a reas ar strollad war ar stil-se e 2001 gant Destroyer of Worlds.
Quorthon a zo adkavet marv d'ar Yaou 3 a viz Even 2004 da-heul taolioù kalon.
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bathory (1984)
- The Return (1985)
- Under The Sign Of The Black Mark (1986)
- Blood Fire Death (1987)
- Hammerheart (1990)
- Twilight Of The Gods (1991)
- Requiem (1994)
- Octagon (1995)
- Blood On Ice (1996)
- Destroyer Of Worlds (2001)
- Nordland Part I (2002)
- Nordland Part II (2003)
Kendastummadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jubileum Volume I (1993)
- Jubileum Volume II (1993)
- Jubileum Volume III (1998)
- Katalog (2003)
- In Memory of Quorthon (Box Set; 2006)
Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Izili e 2004[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Quorthon - gitar, kan, sonerezh ha komzoù (1983–2004) holl binviji (1991–2004)