Black metal
Black metal | |
---|---|
Mammennoù an doare | Thrash metal, death metal, hardcore punk |
Mammennoù sevenadurel | deroù ar bloavezhioù 80 e skandinavia |
Doareoù diroudet | Dungeon synth |
Is-doareoù | |
Ambient black metal - folk black metal - industrial black metal - NSBM - post-black metal (blackgaze) - psychedelic black metal - raw black metal - black metal sinfonek - unblack metal | |
Doareoù kendeuz | |
Black-doom (black metal emlazhel) - blackened crust (black metal ruz hag anarkour) - blackened death-doom - blackened death metal (black-death melodek- war metal) - blackened grindcore - blackened thrash metal - Pagan metal - Viking metal | |
Darvoudoù lec'hel | |
Frañs - Finland[1] - Gres[2] - Norvegia - Polonia - Stadoù-Unanet[3],[4] - Sveden | |
Ar Black metal a zo un isrummad eus an heavy metal. Perzhioù boutin ar sonerezh-mañ zo un tempo fonnus, ur c'han kraouennek pe garmet, distreserezioù kreñv gant ar gitar tredan, elfedoù tremolo, enrolladennoù war ar prim, hag aergelc'hioù a-bouez. Alies e teu an arzourion war al leurenn gant o c'horf livet gwenn ha du evel tud marv, hag e vez implijet lesañvioù kalz ganto.
Er bloavezioù 1980, meur a strollad hag a rae thrash metal ha death metal o devoa taolet diazezoù ar black metal. Al lanv kentañ a oa Venom (eñ en deus roet an anv d'an doare sonerezh-mañ gant o albom "Black Metal" aet er-maez e 1982), Bathory, Mercyful Fate, Hellhammer ha Celtic Frost ennañ. Un eil lanv a c'hoarvezas e deroù ar bloavezhioù 90, distegnet gant strolladoù norvegiat evel Mayhem, Darkthrone, Burzum, Immortal, Emperor, Satyricon ha Gorgoroth. Leurenn ar black metal norvegiat o devoa kemmet ar stil un tamm hag al levezon-se a strewas davet Europa a-bezh, hag er Stadoù-Unanet, daoust ma tiorennas doareoù lec'hel hervez ar vro. Kalzig a strolladoù svedat a ziflukas e-kerzh al lanv-se, sturiet gant Dissection,[5] Abruptum,[5][6] Marduk,[5][7],[8] ha Nifelheim.[5] Un nebeud eus ar strolladoù-mañ a embann e oa o fal en em gannañ a-enep lanv boblek an Death metal amerikan hag a oa mestr war ar metal d'ar mare-se.
Da gentañ e oa un term heñvelster a "Satanic metal",[9] peogwir e vez savet meur a dabut outañ rak an ideologiezhoù staget ouzh an doare sonerezh-se. Arzoù a gonta o selloù dengasel ha un nebeud anezho a rann soñjoù enepkristenel, Sataniel, pe evit ur baganiezh genelel. Er bloavezhioù 90 e c'hoarvezas gwallzarvoudoù liammet gant bed ar black metal (gwalltan ilizioù ha lazhadennoù). Ennañ ez eus ul luskad nevez-naziel (an National Socialist black metal, "NSBM"), daoust ma vez tec'het gant peurvuiañ an arzourion[10],[11]. Dre vras e fell d'ar sonerien black metal e chomfe ar sonerezh-se ul lusk "underground".
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Ekeroth , Daniel : Swedish Death Metal. Bazillion Points Books, 2009 (ISBN 9780979616310)
- (en) McIver, Joel : Justice for All – The Truth About Metallica. Omnibus Press, 2009 (ISBN 9780857120090)
- (en) Patterson, Dayal : Black Metal: Evolution of the Cult. Feral House, 2013 (ISBN 9781936239764)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The Oath of the Goat's Black Blood, in : Sinister Flame , 2003, levrenn 1, pp. 28–32.
- ↑ Glas, Stefan : Rotting Christ. Passage to Arcturo. In: Metal Hammer, March 1992, pp. 70 sqq.
- ↑ Vattnet Viskar's Settler Has Nearly Arrived Home. MetalSucks (12 June 2015).
- ↑ Dick, Jonathan K. (18 June 2015). False – Untitled.
- ↑ 5,0 5,1 5,2 ha5,3 Patterson 2013, p. 342.
- ↑ (en) Ekeroth 2009, p. 255.
- ↑ Ekeroth 2009, p. 225
- ↑ Ekeroth 2009, p. 253.
- ↑ McIver 2009.
- ↑ Škot, Mladen. Interview with Jotunspor. maelstrom.nu.
- ↑ Blabbermouth.net – Gorgoroth Guitarist Infernus: 'I Personally Am Against Racism in Both Thought and Practice'. Blabbermouth.net (15 March 2008).