Burzum
Burzum | |
Ganet | 1991-1999 goude 2010 - Bergen - ![]() |
---|---|
Doare(où) | Black Metal |
Benveg(où) | holl |
Label(ioù) | Deathlike Silence, Cymophane, Misanthropy ha Byelobog |
Lec'hienn ofisiel | http://www.burzum.org/ |
kemmañ ![]() |
Burzum zo ur strollad Black Metal Norvegia, en deus savet pladennoù Dark Ambient ivez, bet krouet e 1991 e Bergen. Unan eus kentañ ha brudetañ strolladoù Black Metal Norvegia an hini eo.
Anavezet eo Varg Vikernes hag e raktres sonerezhel ivez evit e vennozhioù politikel hag e dorfedoù : gouennelour eo Vikernes ha drouklazhet en doa rener ur strollad all.
Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E gwirionez n'eus, koulz lavaret, nemet un ezel er strollad : Varg Vikernes e-unan. Arzourien all a voe bet pedet evit sevel pladennoù zo e penn kentañ ar strollad avat : Øystein Aarseth, graet anezhañ Euronymous, ezel eus ar strollad Mayhem, gitarour evit an titl War, war ar bladenn anvet Burzum e 1992 Tomas Thormodsæter Haugen, graet anezhañ Samoth, ezel eus ar strollad Emperor, a sonas gitar-bas war ar bladenn Aske.
Istor ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'e 15 vloaz en doa kroget « Varg » Vikernes (kemmet en doa e anv badez Kristian a dalv « kristen » evit « Varg » a dalvez « bleiz » e norvegeg) da seniñ e-barzh strolladoù dister graet Kalashnikov hag Uruk Hai anezho. E 1989 e voe ezel eus ar strollad Old Funeral a guitas daou vloaz war-lerc'h evit sevel e sonerezh dezhañ e-unañ. Div bladenn diskouez a zeuas er-maez e 1991 dindan an anv Burzum. Pladenn gentañ ar strollad, anvet dioutañ (Burzum), az eas er-maez e 1992. Ar bloavezh war-lerc'h a voe hini ma reas « berzh » ar strollad : div bladenn en doa savet, lakaet en doa Vikernes an tan e meur a iliz prenn norvegiat eus ar Grennamzer, a-gevret gant tud all, ha goustilhet en doa Euronymous, rener ar strollad Mayhem o vezañ ma felle da hennezh, hervez Vikernes, e lazhañ. Tamallet e voe ouzh Aarseth/Euronymous bout heñvelreizhad ha komunour gant Varg Vikernes.
Div bladenn ouzhpenn (Hvis Lyset Tar Oss ha Filosofem), enrollet a-raok ar muntr, az eas er-maez nebeut war-lerc'h bac'hidigezh Vikernes a reas ivez div bladenn Dark Ambient (Dauði Baldrs et Hliðskjálf ) en toullbac'h o vezañ ma n'en doa nemet ur stokelleg evit ober sonerezh. Lavarout a reas meur a wech Vikernes ne felle ket dezhañ ober Black Metal ken. Koulskoude en deus graet div bladenn Black Metal ouzhpenn war-lerc'h bout bet dieubet, dindan ar frankiz amplegadek, e 2009.
Orin anv ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra anv ar strollad eus ur yezh kevrinus ijinet penn-da-benn gant J.R.R. Tolkien : ar parlant du. « Teñvalded » a dalv « Burzum » er yezh-mañ. « Teñvalded ar gristenion a oa ma sklêrijenn, normal eo e raen gant an anv Burzum » emeve Vikernes. E oberenn Tolkien e meneger ar ger-se meur a wech, da skouer war gwalenn Sauron e-lec'h m'emañ engravet ar gerioù-mañ : "…agh burzum-ishi krimpatul" a dalv "…en deñvalded o c'hevreañ holl". Gwelet e vez levezon oberenn Tolkien war ar Varg Vikernes yaouank pa veneger e lesanv a gCount Grishnackh, unan eus Orked Aotrou ar Gwalennoù, pe unan eus ar strolladoù en doa sonet enno : Uruk Hai, unan eus ar gouennoù orked al levr-se eo an Uruk Haied.
Abalamour da vennozhioù politikel Vikernes eo kevelet Burzum gant an NSBM. Neoazh n'eus ket kaoz eus an naziegezh e sonioù Burzum a zo awenet gant mitologiezh an Hanternoz hag an aergelc'h hag ar bed krouet gant Tolkien. Ober a ra Burzum/Vikernes gant un endro dezhañ e-unan, disheñvel eus ar pezh a vez graet gant strolladoù Black Metal all, o vezañ ma kask krouiñ un aergelc'h teñval kentoc'h eget sevel ur sonerezh feuls evel al lodenn vrasañ eus strolladoù all ar stil-se.
Roll pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Burzum (1992)
- Aske (1993)
- Det som engang var (1993)
- Hvis lyset tar oss (1994)
- Filosofem (1996)
- Dauði Baldrs (1997)
- Hliðskjálf (1999)
- Belus (2010)
- Fallen (2011)