Mont d’an endalc’had

Ursula (santez)

Eus Wikipedia
Santez Ursula, gant Carlo Crivelli, 1473
Poltredet gant Hans Memling.

Santez Ursula, pe Ursula Colonia, pe Ursula Köln, zo ur santez vrezhon, hervez ar vojenn, daoust d'hec'h anv latin, hag a dalv kement hag arzhezig, a zo lidet d'an 21 a viz Here. Stag eo hec'h anv eus mojenn an unnek mil gwerc'hez.

Priñsez e oa, merc'h da Donaut, roue Dumnonia (Dyfnaint). Mont a reas da Vreizh da glask danvez he fried Konan Meriadeg, gant 11 000 gwerc'hez, he mitizhien. Ur mell korventenn a c'hoarvezas ha treizhañ a reas en un ober un devezh. Pan erruas war aod Galia e tivizas mont da berc'herinañ e-lec'h mont da zimeziñ, hag he mitizhien d'he heul. Mont a reas da Roma, gant he c'hoskor. Eno e reas d'ar pab Cyriacus (dianav evel pab), ha da Sulpicius, eskob Ravenna, dont d'he heul. Eus Roma ez ejont da g-Köln, da Alamagn, a oa etre daouarn an Huned. Dibennet e voe ar mitizhien ha merzheriet Ursula, a voe lazhet a saezhadoù gant Attila. Kement-se a vije bet c'hoarvezet e 383.

Ur buhezskrid latin a voe savet er Grennamzer, hag a voe troet e kembraeg er XVvet kantved gant ar barzh Huw Pennant eus Sir y Fflint, breur Thomas Pennant, abad Dinas Basing. Emañ ar skrid en dornskrid Llansteffan 34.

Chase Santez-Ursula e Brugge, gant Memmling.

Poltredet eo bet gant un toullad arzourien brudet: Memmling, Holbein, Rubens.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.