Mont d’an endalc’had

Treuzdoug tiegezh roueel Portugal da Vrazil

Eus Wikipedia
Tiegezh roueel Portugal o lestrañ da vont da Vrazil

Treuzdoug tiegezh roueel Portugal da Vrazil, a voe graet en 1807 goude aloubet Portugal gant armeoù gall Napoleone Buonaparte, dindan gwarez al listri saoz. Un darvoud a-bouez bras eo en istor Suamerika ha Portugal, peogwir e voe kroget gantañ an hent a gasas Brazil war-du an dizalc'hiezh un daouzek vloaz diwezhatoc'h.

Diagentadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kas lez Portugal da Vrazil a oa bet soñjet ober meur a wech a-raok 1807 pa oa bet gourdrouzet galloud rouaned ar vro.

  • E 1580 e oa bet tabut diwar-benn hêrezh ar gurunenn, hag edo armeoù Spagn dug Alba o tostaat, hag aliet e oa bet Anton Iañ Portugal da vont da repuiñ en tu all d'ar mor.
  • Goude-se, petra bennak ma ne oa gourdrouz gant nep arme, ec'h embannas an diplomat Luís da Cunha e oa mat treuzdougen sez rouaned Portugal da vrazil. Kregiñ a rejod da studiañ ar mennozh-se da-vat pa voe aloubet Portugal gant an armeoù spagnol, e-ser ar Pakt a diegezh. Gourc'hemenn a reas markiz Pombal prientiñ ul lestraz a gasje José Iañ, an tiegezh roueel, hag al lez. E gwirionez ne rae Pombal nemet heuliañ skouer estrenien en e raok:

E deroù an XIXvet kantved, p'edo galloud Napoleone Buonaparte o kreskiñ, e teuas ar mennozh en-dro d'ar speredoù, difennet gant markiz Alorna d'an 30 a viz Mae 1801, ha goude gant Rodrigo de Sousa Coutinho, d'ar 16 a viz Eost 1803. Un tu e oa dezho da adtermeniñ kempouez an nerzhioù e-touez broadoù Europa.

Ar rouanez Maria Iañ (a renas etre 1777 ha 1816).

Emglev a oa etre Portugal ha Spagn e deroù brezelekadenn Rousilhon ha Katalonia. Torret e voe an emglev gant Spagn ac'h eas a-du gant an enebour gall - Bro-C'hall Napoleon. Ha Napoleon just a-walc'h a vroudas Spagn da lammat war Portugal en 1801: hennezh e voe brezel an Orañjez, ha nac'h a reas Bro-Saoz dont da skoazellañ he c'henemglevad. N'en doe ket amzer ar c'horf-arme gall da zegouezhout e Portugal, ma oa sinet feur-emglev Fontainebleau entre Bro-C'hall ha Spagn: hervezañ e vefe rannet ar vro e teir friñselezh. Met pezh a glaske Napoleon ober a-benn ar fin ne oa nemet lakaat tud eus e diegezh da ren e Portugal ha Spagn. Koll e oa Portugal e kement stumm a oa : ur Buonaparte a daolfe e graban war ar gurunenn, hag evel kastiz e vefe skrapet trevadennoù Portugal gant Bro-Saoz, Brazil hag all.

Darvoudoù 1807

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude sinet feur-emglev Tilsit en miz Gouhere 1807, ur geur-emglev kuzh anezhañ, e voe kinniget mennadoù Napoleon gant dileuridi Bro-C'hall ha Spagn e Lisboa da Rejant Portugal, d'an 12 a viz Eost: ret e oa da Bortugal

  • kemer perzh e blokus ar c'hevandir,
  • serriñ ar perzhier ouzh al listri saoz
  • disklêriañ ar brezel d'ar Saozon,
  • lemel madoù ar Saozon e Portugal digante
  • bac'hañ kement keodedour saoz a oa er vro.

Respont a oa ret a-benn ar 1añ a viz Gwengolo.

Bodet e voe Kuzul ar stad d'an 18 a viz Eost. A-raok anavezout tro-widre Napoleon zoken e oa a-du an darn vrasañ gant ali ar ministr António de Araújo e Azevedo : perzh a gemero Portugal e blokus ar c'hevandir, serriñ ar perzhier ouzh al listri saoz. Un dra avat ne blije ket: digristen -rik e oa lemel o madoù digant ar Saozon ha bac'hañ anezho.

Gourc'hemenn a reas ar ministr Araújo ma vije lakaet ar mennadoù-se dre skrid. Evel-se e voe distaolet kinnig ar bihanañ niver, renet gant Rodrigo de Sousa Coutinho, a felle dezhañ ober brezel da Vro-C'hall ha da Spagn, o sevel un armead 70 000 den ha 40 milion a g-cruzados. Ur c'hinnig all en doa graet Coutinho er vodadeg-se : an diskoulm a oa bet meneget en 1803, bete-gouzout ne c'hallje ket arme Portugal enebiñ : kas an tiegezh roueel da Vrazil.

Div gostezenn eta a oa e Kuzul ar stad: ar « gostezenn c'hall  » hag ar « gostezenn saoz », renet gant Rodrigo de Sousa Coutinho. E-touez ar saozkarourien e oa ivez João de Almeida a ginnige kenderc'hel gant an emglevioù etrebroadel sinet gant ar Saozon, ha prientiñ ar brezel da-vat. Ar « gostezenn c'hall » gant António de Araújo e Azevedo, a ginnige degemer goulennoù ar C'halloued en ur embann bezañ neptu, goude ma oa splann e oant a-du gant ar C'hallaoued.

An dreizhadeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dekred ar roue a embanne e oa digor ar perzhier d'ar broadoù.

Goude savet an eor, setu ur barr-avel eus ar re greñvañ o kas al listri portugalat hag o c'hompagnuned saoz a bep tu. D'ar 5 a viz Kerzu, e teujont a-benn d'en em vodaén adarre a-raok kaeañ en enez Madeira, d'an 11 a viz Kerzu. Miz goude, d'an 18 a viz Genver 1808, setu al listri dirak aod Bahia, ha d'an 22 a viz Genver, e c'halle pobl Salvador damwelout al listri war ar mor. Da beder eur d'abardaez, d'an 22 a viz Du, goude teolet an eor, e savas Kont da Ponte, gouarnour kabitenerezh Bahia d'an ampoent, e bourzh al lestr Príncipe Real, hag en deiz war-lerc'h kuzul-kêr en e bezh.


E Rio de Janeiro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hag al listri da guitaat Salvador da vont etrezek Rio de Janeiro, ma tilestras d'an 8 a viz Meurzh, el Largo do Paço, hiziv Place du Quinze Novembre.

Ar Paço Imperial, palez trevadennel eus an XVIIIvet kantved en Rio de Janeiro, a voe lakaet da sez melestradurezh gant João VI ha goude gant e vab Pedro Iañ Brazil

Bod a gavas an tiegezh roueel e tri savadur e kreiz-kêr, unan anezho a oa palez ar besroue, Marcos de Noronha e Brito, kont dos Arcos, ha leandi ar C'harmelitezed. Ar peurrest eus al lez a oa un tamm e pep lec'h e kêr, e tier kemeret digant an dud, ha merket "P.R." ("Priñs Rejnt") warne, hag a veze laret anezho gant ar bobl « Ponha-se na Rua » (Kit er-maez), pe « Prédio Roubado » (Ti laeret). Ur pennadig goude e voe diskleriet ar brezel da vro-C'hall, hag aloubet Gwiana c'hall gant Portugal en 1809.

En miz Ebrel 1808 e voe diskaret lezenn 1785 a zifenne krouiñ industriezh e Brazil. Tri bloaz goude, en 1811, e voe savet div labouradeg houarn, an eil e São Paulo, eben e Minas Gerais. Met n'aio ket pelloc'h avel an araokaad. Kevezerezh a oa gant ar varc'hadourezh saoz, a dalvoudegezh hag e prizioù dereat, ma oa ur skoilh d'ar madoù aozet e Brazil. Pulluc'het e vo efedusted an diskar-lezenn-se gant emglevioù kenwerzhel 1810


Rio de Janeiro a voe lakaet da gêr-benn nevez an impalaeriezh trevadennel Portugal. Da get ez eas statud trevadennel Brazil, ha gallout a reas ober marc'had gant an holl vroioù. (Carta Regia).

Ouzhpenn an tiegezh roueel e oa bet treuzdouget melestradurezh PortugaL, kargidi hag all, da Vrasil. Tost da 14000 den o devoa divroet. En amzerioù-se eo e voe savet kentañ aozadurioù sevenadurel a bouez Brazil.