Mont d’an endalc’had

António Portugal, Priol Crato

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Anton Iañ Portugal)
Ur pennad António Portugal zo ivez.
António de Portugal, Roue Portugal.

António de Portugal, pe António Iañ, ganet e 1531 e Lisboa, marvet e 1595 e Pariz, a voe Roue Portugal adalek ar 24 a viz Gouhere betek ar 25 a viz Eost 1580, pa rankas leuskel e gurunenn gant Felipe II, Roue Spagn. Ezel e oa eus Urzh Sant Yann Jeruzalem ha lesanvet "Priol Crato".

Bastard reizhekaet d'an Infant Luís de Portugal e oa, ha da Yolande Gomes, yuzevez deuet da vout kristenez nevez. Skoliet e voe gant Bartolomeu dos Mártires e Coimbra ha degemeret e voe en Urzh an Ospital, ma oa Priol e dad. En 1574 e oa gouarnour Tanger.

Studiañ a reas e manati Costa ; e Coimbra e studias prederouriezh; en Évora, an doueoniezh, goude bout degemeret evel Priol Crato en Urzh Sant Yann Jeruzalem. Nac'h a reas bout beleget ha kas a rae e vuhez o c'hoari las.

Goude marv Sebastião Iañ e klaskas sevel war an tron, en hañv 1580, dre ma oa mab-bihan da Manuel Iañ Portugal. Abalamour ma oa ur bugel bastard, ha mab d'ur gristenez nevez, ne voe ket degemeret avat hag e genderv Felipe II, roue Spagn, a gasas e arme da aloubiñ Portugal. Mont a reas António d'an harlu da Vro-C'hall.

Dek bugelen doe gant Ana Barbosa:

  • Filipa de Portugal (1560-?), leanez
  • Luísa de Portugal (1562-?), leanez e Tordesillas
  • Afonso de Portugal (1566-?)
  • Manuel de Portugal (1568-1638),
  • Cristóvão de Portugal (1573-1638)
  • Pedro de Portugal (1575-?)
  • Dinis de Portugal (1576-?)
  • Violante de Portugal (1577-d.1602), leanez e Burgos
  • Antónia de Portugal (1578-d.1602), leanez e Burgos
  • João de Portugal (1579-?) marvet en yaouank

António de Portugal a varvas e Pariz d'ar 26 a viz Eost 1595.