António Portugal, Priol Crato

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad António Portugal zo ivez.
António de Portugal, Roue Portugal.

António de Portugal , ganet e 1531 e Lisboa, marvet e 1595 e Pariz, Priol Crato eus Urzh Sant Yann Jeruzalem, a voe Roue Portugal adalek ar 24 a viz Gouhere betek ar 25 a viz Eost 1580, pa rankas leuskel e gurunenn gant Felipe II, Roue Spagn.

Bastard reizhekaet d'an Infant Luís de Portugal e oa, ha da Yolande Gomes, yuzevez deuet da vout kristenez nevez. Mab-bihan e oa da Manuel Iañ Portugal. Skoliet e voe gant Bartolomeu des Martyrs e Coimbra ha degemeret e voe en Urzh an Ospital, ma oa Priol e dad. En 1574 e oa gouarnour Tanger.

Studiañ a reas e manati Costa ; e Coimbra e studias prederouriezh; en Évora, an doueoniezh, goude bout degemeret evel Priol Crato en Urzh Sant Yann Jeruzalem. Nac'h a reas bout beleget ha kas a rae e vuhez o c'hoari las.


E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mab en doe gant Ana Barbosa:

  • Manuel (1568-1638),

Gant maouezed all:

  • Cristòfor de Portugal (1573-1638)
  • Pere de Portugal
  • Dionís de Portugal
  • Joan de Portugal, marvet en yaouank
  • Alfons de Portugal
  • Felipa de Portugal, leanez
  • Lluïsa de Portugal, leanez e Tordesillas
  • Violant de Portugal, leanez e Burgos
  • Antònia de Portugal, leanez e Burgos


E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]