Maria Iañ Portugal

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Maria Iañ)
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Maria Iañ Portugal

Maria Iañ Portugal (Maria Francisca Isabel Josefa Antónia Gertrudes Rita Joana de Bragança), ganet e Lisboa d’ar 17 a viz Kerzu 1734 ha marvet e Rio de Janeiro d’an 20 a viz Meurzh 1816 a voe rouanez Portugal adalek 1777 betek 1816, war-lerc’h he zad José Iañ. Lesanvet e oa A Piedosa pe A Pia (an Deolez), ken troet e oa gant ar relijion. E Brazil e voe graet Dona Maria, a Louca ( ar Follez) anezhi.

Dimezet e oa d'ar roue Pedro III Portugal a varvas en 1786. Daou vloaz goude e varvas daou vugel dezhi, ha dreist-holl he mab henañ, goude ma he devoa nac’het e bikañ ouzh ar vrec’h abalamour d’he c’hredennoù relijiel.

Rejañs he mab[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1786 e voe taolet evezh e oa he spered o vont da stoupa, pa voe ranket he c'has d'ar gêr e-kreiz ur barrad alfo. Goude ne reas nemet gwashaat. E Mae 1786 e varvas he fried Pedro III. Glac'haret e voe Maria, ma lakaas berz war an dudiamantoù el lez.

Adalek 1791 e oa aet he spered diganti da vat hag e veze kaset ar politikerezh en-dro gant he mab João. En 1792 eo e voe disklêriet e oa kollet he spered gant Maria Iañ, e-pad un abadenn ofisiel e Salvaterra. Sorc'hennet e oa gant poanioù he zad en ifern, abalamour m'en devoa aotreet Pombal da heskinañ ar Jezuited, a wele evel "um monte de carvão calcinado".

D'ober war he zro e teuas eus Londrez an Doktor Willis, medisin ha bredvezeg ar roue saoz George III, a oa troet foll e 1788, met tro-wenn a reas gant e louzoù-spurj ( "remédios evacuantes"). Fellout a reas da Willis kas anezhi gantañ da vro-Saoz, met nac'h a reas lez Portugal.

Diwar neuze e voe lakaet eil mab Maria, ar priñs Joao, e penn ar vro en hec'h anv, goude ma ne voe anvet da rejant Portugal nemet e 1799.

E 1794 e krogas an tan er Real Barraca de Ajuda, ha kaset e voe al lez da gastell Queluz, hag eno e chome ar rouanez war he gwele a-hed an deiz. Klemm a rae ar weladennerien abalamour d'ar blejadennoù spontus a glevent er palez.

Skoedoù Maria Iañ Portugal.
Maria Iañ ha Pedro III Portugal.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]