Maria Francisca Benedita de Bragança

Eus Wikipedia
Maria Francisca Benedita de Bragança
Maria Francisca Benedita de Bragança, priñsez Beira ha Brazil.

Maria Francisca Benedita de Bragança, pe Maria Francisca Benedita Ana Isabel Josefa Antónia Lourença Inácia Gertrudes Rita Joana Rosa de Bragança (Lisboa, 1746 — Lisboa, 1829) a oa un infantez portugalat. Hec'h anv Benedita zo dleet da anv ar pab Benead IV.

Merc'h e oa da José Iañ (1714-1777), Roue Portugal ha d'e bried Mariana Victoria Spagn. He c'hoar henañ Maria (1734-1816), a voe anvet da rouanez e 1777, pa varvas o zad.

Desket e voe war ar sonerezh gant Davide Perez ha war al liverezh gant Domingos Sequeira: un daolenn graet ganti ha gant he c'hoar a c'haller gwelout er Basílica da Estrela, e Lisboa.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 21 a viz C'hwevrer 1777 e voe dimezet d'he niz José, Priñs Brazil, mab henañ he c'hoar. Pemzek vloaz e oa an ozhac'h yaouank, ha tregont vloaz e wreg. E miz Meurzh e varvas ar roue kozh hag anvet e voe Maria da rouanez, ha José da briñs pennhêr kurunenn Portugal, ha Benedicta da briñsez Brazil.

Bugel ebet ne voe en tiegezh. Div golladenn a reas María Benedicta en 1781 hag en 1786.

Intañvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas ar priñs e 1788, da 27 vloaz, hep gwiskañ kurunenn ar vro. Koll he spered a reas ar rouanez, hag hec'h eil mab João a voe anvet da rejant. An intañvez Maria Francisca Benedita de Bragança ne glaskas ket addimeziñ.

E 1808 ez eas da-heul an tiegezh d'an harlu da Vrazil. E 1816 e varvas ar rouanez Maria, hag anvet e voe he mab João da roue.

Mervel a reas Maria Francisca Benedita daou-ugent vloaz war-lerc'h he fried.