José, Priñs Brazil
José, pe José Francisco Xavier de Paula Domingos António Agostinho Anastácio de Bragança (1761-1788), a oa ur priñs portugalat. Priñs Brazil, Priñs Beira, ha Dug Bragança, e oa, hab mab henañ Maria Iañ Portugal (1734-1816), rouanez Portugal, hag he fried Pedro III. Evel mab pennhêr e ranke ren war-lerc'h e vamm, met mervel a reas araoki.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa d'an 20 a viz Eost 1761 e Palez an Ajuda, en Lisboa. E dud ne oant ket rouaned Portugal c'hoazh. E vamm, María Francisca Isabel de Braganza, a oa merc'h pennhêrez José Iañ, Roue Portugal, ha dimezet e oa bet d'hec'h eontr, Pedro de Bragança, breur d'he zad, evit kenderc'hel gant Tiegezh Bragança, dre ma oa hi ar vaouez kentañ en istor ar vro o kaout ar gurunenn a roue. José Francisco e oa ar c'hentañ eus seizh bugel danvez rouaned Portugal. Anvet e voe José Francisco da Briñs Beira gant e dad-kozh, un titl ha ne oa ket bet roet da zen ebet a-raok. Kelennerien a voe gopret d'ober war e dro.
E C'hwevrer 1777, d'e 16 vloaz, e voe dimezet d'e voereb, an infantez Maria Francisca Benedita de Bragança, c'hoar yaouankañ e vamm, a oa 31 bloaz. Tri devezh goude an eured e varvas an tad-kozh roue, José Iañ, ha setu e vamm hag e dad da rouaned, e vamm evel Maria Iañ Portugal (1734-1816), hag he fried evel Pedro III.
Evel mab pennhêr e ranke José ren war-lerc'h e vamm, ma ne varve ket araoki. Mervel a reas e dad Pedro III e 1786, met e vamm Maria Iañ a chome rouanez.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas José Francisco daou vloaz goude, d'an 11 a viz Gwengolo 1788, en e 27 vloaz, gant ar vrec’h, hep bezañ gwisket kurunenn Rouaned Portugal. Bugel ebet n'o doa bet José hag e bried-tintin.
Goude e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Beziet eo e Manati São Vicente de Fora e Lisboa, panteon an Tiegezh Bragança. E vreur yaouank, João Maria de Bragança, a voe anvet da bennhêr neuze, da briñs Brazil (trevadenn e oa Brazil en amzer-se) ha dug Bragança war un dro. Koll he spered a reas ar rouanez Maria, ma renas João adal 1816 evel João VI.
Intañvez José Francisco, Maria Francisca Benedita de Bragança, a varvas daou-ugent vloaz goude.