Manati São Vicente de Fora
Neuz
Manati pe iliz São Vicente de Fora, e portugaleg Igreja de São Vicente de Fora, pe Mosteiro de São Vicente de Fora, zo un iliz hag ur manati en Alfama, e Lisboa, kêr-benn Portugal.
Savet e voe gant an tisavour italian Filippo Terzi etre 1582 ha 1627.
Fora, da lavarout er-maez, a vez lavaret eus ar manati rak neuze edo e-maez mogerioù kêr; hiriv n'eus nemet savadurioù tro-dro. Ur monumant a-bouez eo hag eno emañ bez an darn vrasañ eus rouaned tiegezh Bragança.