Daouboent
Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
An daouboent a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin hag a ziskouez evel daou boent war ur vogalenn.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E brezhoneg eo an daouboent (¨) ur sin diakritek hag a lakaer war ur vogalenn evit merkañ e ranker disrannañ anezhi diouzh an hini a zo en he raok.
- Kavet e vez dreist-holl war al lizherenn u : eürus, emroüs ;
- Kavet e vez a-wezhioù war al lizherenn i :
- dre ret er ger gouïlh ;
- a-wezhioù, ha dreist-holl er varzhoniezh hag ar c'hanaouennoù, evit merkañ ez eo un i vogalenn hag e talvez eta evit un troatad : alïes.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar galleg a implij anezhañ da verkañ ur vogalenn da vout distaget distag diouzh unan all en he raok : naïve, Noël, ambiguïté, aiguë, Pierre Louÿs.
kembraeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hembraeg a ra heñvel : copïo.
nederlandeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An nederlandeg, ur yezh hag a ra gant kalz divc'hrafennoù a ziv vogalenn, a implij anezhañ e gerioù kemeret diouzh yezhoù latin evel tetraëder, naïviteit, reële, geïnd, reünie, conciërge, koloniën, poëzie, egoïsme, coördinatie, ruïne, vacuüm...
portugaleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivet e vez ivez cinqüenta hervez reolennoù reizhskrivañ portugaleg Brazil.
spagnoleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spagnoleg a ra gantañ evit dispartïañ an digramm gu araog e pe i : vergüenza, lingüística.
yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yezhoù all a ra gant an ë evit merkañ ar « schwa », pe evit merkañ emañ mut ar vogalenn (galleg « de Staël » /stal/).
Daouboent hag Umlaut
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dishañval eo an daouboent diouzh an Umlaut.
Da ziwall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arabat kemmeskañ an daouboent gant an daoubik (:) a zo un arouezenn boentaouiñ.