Tour-tan ar Goulfar
![]() | |
![]() | |
Lec’h | Ar Gerveur, Bangor, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1833 ![]() |
Dafar | Maen ![]() |
Emgefreekaet | 2002 ![]() |
Uhelder | 52,25 metr ![]() |
Mammenn energiezh | tredan-ti ![]() |
Statud gladel | monumant istorel enskrivet, monumant istorel enskrivet ![]() |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 1835 ![]() |
Uhelder fokalenn | 87 metr ![]() |
Diraez | 27 mil-mor ![]() |
Doareenn ar sinal | ![]() ![]() |
Tour-tan ar Goulfar zo un tour-tan maen-greun e Kervilhaouen, e kumun Bangor, en Enez ar Gerveur, e Breizh.
Unan eus kreñvañ tourioù-tan aodoù ar Stad C'hall eo.
Savet e voe en XIXvet kantved, treset gant Augustin Fresnel ; 52 metr uhelder zo dezhañ.
Ur monumant istorel eo abaoe 1995.
Gwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En-dro d'an tour ez eus tier ma veze lojet an diwallerien.
Digoret e vez d'ar weladennerien, ha pignat a c'haller betek an nec'h. Alese e weler an aod eus ar Groazig betek an Oriant.