Mont d’an endalc’had

Tomás de Bhaldraithe

Eus Wikipedia

Tomás de Bhaldraithe (14 Kerzu 1916 – 24 Ebrel 1996) a oa kelenner skol-veur ha geriadurour iwerzhoneg. E oberenn anavezetañ eo e c'heriadur, English-Irish Dictionary, embannet e 1959.

Ganet e voe e Luimneach. Lakaet e voe "Thomas MacDonagh" da anv dezhañ e koun Thomas MacDonagh (Tomás Mac Donnchadha), unan eus renerien Emsavadeg Pask e 1916. "Waldron" e oa anv e dad, hag a voe troet gantañ e "de Bhaldraithe" diwezhatoc'h. Desavet e voe e Dulenn.

Studioù galleg a reas ha tremen a reas amzer e Pariz er bloavezhioù 1930. Eno e tarempredas brogarourien vreizhat en harlu. Pa darzhas ar brezel ez eas da Iwerzhon en-dro. Ha neuze e stagas a-zevri gant studi an iwerzhoneg hag e rannyezhoù.

E 1960 e voe anvet da gelenner iwerzhoneg e skol-veur Dulenn ha dastum a reas danvez en iwerzhoneg komzet, dreist-holl hini Conamara. An danvez-se a implijas evit sevel e c'heriadur bras hag implijet e voe ivez diwezhatoc'h gant Niall Ó Dónaill evit e Foclóir Gaeilge-Béarla, embannet e 1978. E-pad meur a vloaz e labouras da sevel ur geriadur modern eus an iwerzhoneg, o klask doujañ d'an iwerzhonegoù komzet ha d'ar yezh skrivet unvan. Skoazellet e voe en e labour gant Éamon de Valera, prezidant Iwerzhon, hag evel-se e voe trec'h d'ar skoilhoù lakaet war e hent gant mirourien a bep seurt eus bed an deskadurezh. Gantañ ivez e voe savet al labourva yezh kentañ a voe savet e skolioù-meur Iwerzhon.

Meur a labour all a embannas, evel da skouer ur studiadenn war iwerzhoneg Cois Fharraige, e kontelezh Gaillimh. Labourat a reas kalz ivez e dibenn e vuhez evit Foclóir na Nua-Ghaeilge (Geriadur an iwerzhoneg nevez), diechu c'hoazh.

  • English-Irish Dictionary (geriadur saozneg-iwerzhoneg), An Gúm, 1959.
  • Gaeilge Chois Fhairrge: Deilbhíocht (studiadenn war iwerzhoneg Cois Fharraige), Institiúid Árd-Léinn Bhaile Átha Cliath, 1953.
  • Cín Lae Amhlaoibh (deizlevr Amhlaoibh Ó Súilleabháin gant ur rakskrid ha notennoù), An Clóchomhar, 1970.
  • Seanchas Thomáis Laighléis (diwar-benn ur c'honter ha kaner eus reter Gaillimh), An Clóchomhar, 1977.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]