Cois Fharraige
Neuz
Cois Fharraige (distaget [kɔʃ ˈaɾˠəɟɪ] en iwerzhoneg) zo ur c'horn-bro eus Iwerzhon er gornaoueg da gêr Gaillimh. En em astenn a ra en arvor etre Gaillimh ha Casla hag er c'hornad-se emañ kêrioù Bearna, Na Forbacha, An Spidéal, Indreabhán, Ros an Mhíl.
Etre 8 000 ha 9 000 a dud zo o chom e Cois Fharraige. Ur Gaeltacht eo ar vroig-se ha kaozeet e vez iwerzhoneg bemdez gant kalz an annezidi : 24% a iwerzhonegerien zo e Bearna, tost da gêr vras Gaillimh, ha betek 84% e Cill Chuimín. Eus Cois Fharraige e oa ar skrivagner iwerzhonek Máirtín Ó Cadhain.
E-kichen Indreabhán, e Baile na hAbhann, emañ sez ar chadenn skinwel iwerzhonek TG4.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (ga) coisfharraige.ie