Mont d’an endalc’had

Tityos

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Titios)
Ar ramz Tityos (XVIIvet kantved),
hervez Giuseppe Ribera.
Apollon ha Tityos, pelike atikat gant dremmoù ruz, livet gant Polygnot, wqr-dro 450440 kent JK, mirdi al Louvre.

Tityos (Τιτυός / Tituós e gregach) a oa ur gigant, mab da Elara, unan eus mestrezed Zeus, a rankas kuzhat ouzh Hera, gwreg Zeus, pa voe deuet ar c'houlz dezhi da wilioudiñ, ma c'hanas he mab dindan an douar. A-wechoù neuze e lavarer e oa mab da Elara ha da c'h-Gaia war un dro.

Tad e oa ivez da Europa (ha n'eo ket Europa, merc'h Agenor).

Iset e oa gant Hera, pa glaskas gwallañ Leto ha lazhet e voe gant Apollon hag Artemis. D'e gastizañ e voe kaset da Haides ha boureviet gant daou vultur a veze o tebriñ e avu.
Ar jahinerezh-se a zo da dostaat ouzh hini Prometheüs.