Tin Ujević
Neuz
Augustin Josip Ujević, anavezetoc'h evel Tin Ujević (5 a viz Gouere 1891 - 12 a viz Du 1955) a oa ur barzh kroat brudet, hag a seller outañ evel an hini pouezusañ e kroateg en XXvet kantved hag unan eus ar re bouezusañ en Europa er c'hantved-se.
Ouzhpenn sevel barzhonegoù en deus skrivet ivez danevelloù, arnodskridoù ha skridoù a skridvarnouriezh. Troet en deus e-leizh a varzhonegoù, a romantoù hag a zanevelloù diwar yezhoù all (Edgar Allan Poe, Walt Whitman, Marcel Proust, Joseph Conrad, Benvenuto Cellini, George Meredith, Émile Verhaeren, Arthur Rimbaud, André Gide ha re all c'hoazh).