Timbroù Formoza (Taiwan)
E 1886 e voe aozet gant ar Gouarnour Liu Mingchuan servijoù ar post war Enez Taiwan, deuet a-nevez da dapout statud ur proviñs en impalaeriezh Sina. Timbroù a voe embannet er bloaz-se.
Roet e voe an enezenn dre heg da Japan goude sinadur feur-emglev Shimonoseki d’ar 17 a viz Ebrel 1895, a lakaas un termen d’ar brezel etre Sina ha Bro ar Sav-Heol. Annezidi an enezenn a embannas Republik Formoza d’an 23 a viz Mae 1895, ur Stad dizalc’h berrbad a echuas 151 deiz goude (d’an 21 a viz Here), pa zilestras soudarded Japan. Trawalc’h e voe ar prantad-amzer evit embann un toullad timbroù avat gant an alc’hwez e sinaeg hepken.
E-pad an hanter-kant vloaz da heul e voe implijet timbroù Japan evit kas lizhiri e Taiwan, anv all an enezenn. E miz Eost 1945 e rankas Bro-Japan kodianañ dirak trec’hourien an Eil Brezel-Bed, met ar servijoù-post a gendalc’has da vont en-dro betek ar 21añ a viz Here 1945. Daou dimbr a voe embannet evit un implij war an enezenn : unan a dalvoud-gwerzh 3 sen, egile 5 sen, o kinnig ur sifr bras e-kichen skeudenn bleunienn an Hollsent, arouez bras Japan. Roet e voe Taiwan da Sina d’ar 25 a viz Here, met daoust da se un timbr diwezhañ (10 sen) gant an hevelep tresadenn a voe lakaet e gwerzh. Pemp timbr gant talvoudegezhioù all a chomas diembann avat.
Dreistmoullet e voe an holl dimbroù-se, ar re embannet koulz hag ar re diembann, gant melestradurezh postoù Republik Sina gant ar gerioù « Republik Sina » ha « Proviñs Taiwan », ha lakaet e gwerzh d’ar 4 a viz Du 1945. Daou dimbr japanat embannet e 1937 (5 ha 10 yen anezho) a voe dreistmoullet ivez.
A-hed ar bloaz 1946 e voe dreistmoullet an timbroù sinaat gant talvoudoù-gwerzh e sen hag ar meneg « Da vezañ implijet e Taiwan nemetken ».
Tra ma voe embannet Republik Pobl Sina e Beijing gant Mao Zedong) d’ar 1añ a viz Here 1949 e chomas enezenn Taiwan e-maez beli ar Stad, renet m’eo gant ar Guomindang, broadelourien a-enep komunour. An troc’h etre an enezenn ha Sina ar C’hevandir a gas ar melestradurezhioù da embann, pep hini diouzh he zu, timbroù evit pep tiriad.
Liesseurt eo danvez an timbroù embannet e Taiwan : gizioù Sina, loened ar vro, savadurioù an enezenn… Tchang Kai-chek ha Sun Yat-sen a vez enoret alies gant un timbr ispisial da vare o deiz-ha-bloaz