Timbroù Afrika ar Reter alaman
Anavezet e oa dindan anv Afrika ar Reter alaman (« Deutsch-Ostafrika » en alamaneg) un tiriad trevadennet gant an Impalaeriezh alaman etre 1880 ha 1918 hag a vod bremañ broioù Burundi, Rwanda ha darn vrasañ Tanzania.
E 1893 ez eo lakaet e gwerzh an timbroù kentañ evit ar vro, dre soulgargañ re an Alamagn gant an alc’hwez « Deutsch-Ostafrika » hag un dalvoudegezh e pesa. E 1900 eo krog ar velestradurezh da embann timbroù gant tresadenn al lestr-bale « Hohenzollen », rummad anavezet en holl drevadennoù alaman. Tra ma sav talvoudegezh-prenañ an timbroù e « pesas » ha roupi (64 pesa = 1 roupi) e lenner ur priz e « heller » war ar rummadoù moulet e 1905 (100 heller = 1 roupi).
E dibenn 1914 ez eo aloubet Enez Mafia gant arme ar Rouantelezh-Unanet. Dindan hec’h aotrouniezh e soulgarger G.R. MAFIA pe G.R. POST 6 CENTS MAFIA an timbroù alaman pe re an India saoz (e 1915-1916).
Etre 1917 ha 1921 e kavomp timbroù Afrika ar Reter saoz soulgarget “G.E.A.” hag a dalv “German East Africa” (“Afrika ar Reter alaman”), embannet gant ar postoù saoz. 25 timbr zo en holl.
Diouzh o zu, ar Velgiz a laka er-maez timbroù Kongo Velgia e-barzh an tiriad ac’hubet gante e 1916. Soulgarget int gant an anv “RUANDA” pe “URUNDI”. N’int ket gwall implijet avat. Un eil rummad zo soulgarget gant ur meneg divyezhek "EST AFRICAIN ALLEMAND / OCCUPATION BELGE / DUITSCH OOST AFRIKA / BELGISCHE BEZETTUNG."
Dismantret eo trevadenn Afrika ar Reter alaman gant Feur-emglev Versailhez, sinet e 1919 evit diazezañ frammoù nevez Europa goude reuz ar Brezel-bed kentañ. Rannvro ar c’hornog zo roet da vBelgia hag adanvet Ruanda-Urundi, bro gKionga e su ar Stêr Romvuma zo profet da bPortugal ha staget ouzh trevadenn ar Mozambik, ha ar peurrest eus ar vro zo fiziet er Rouantelezh-Unanet. Tanganyika e vezo diwar vremañ.