Mont d’an endalc’had

Timbroù Afrika ar Reter saoz

Eus Wikipedia
Heol ha kurunenn - 1890
Timbr 1895 soulgarget

Anvet e veze « Afrika ar Reter saoz » e fin an XIXvet kantved, trevadenn ar Rouantelezh Unanet bevennet gant Somalia (italian), Abisinia (Etiopia), Ouganda hag Afrika ar Reter alaman. Dindan anv Kenya e vo anavezet diwezhatoc’h.

Ar visionerien gentañ diazezet er vro a gase lizhiri dre hanterouriezh treizhiderion staliet e Zanzibar. E 1890 e krog burevioù-post Mombasa ha Lamu da vont en-dro. Goude taolioù-esae bet sevenet gant timbroù Breizh-Veur soulgarget ½, 1 ha 4 anna ez embann ar velestradurezh timbroù evit an tiriad, an heol hag ur gurunenn warno, a-zindan ar meneg IMPERIAL BRITISH EAST AFRICA COMPANY, an talvoudegezhioù o vezañ dre anna ha roupi. Ur gompagnunezh prevez neuze zo mestr er vro, ha betek 1895 e pado, pa teu da vezañ ur vro warezet gant ar Rouantelezh Unanet.

An diouer a dimbroù etre 1891 ha 1895 a gaso servij a postoù da werzhañ timbroù « reizhet » o friz gant ur meneg dornskrivet. Rouez-tre ha kêr-ruz int hiriv.

Gant ar statud nevez boulc’het e 1895 eo aotreet ar post da soulgargañ an timbroù kozh gant “BRITISH EAST AFRICA” ha “British East Africa” war timbroù India. D’ar mare-se eo ec’h emezel ar warezvro saoz da Unvaniezh Postoù ar Bed.

2 1/2 anna - 1896

E 1896 ez eus embannet ur rummad a ziskouez ar Rouanez Victoria, gant ar gerioù BRITISH EAST AFRICA. Pa ra diouer e 1897 e mouler an hevelep soulgarg war timbroù Zanzibar evit erlec’hiañ timbroù Impalaeriezh an India saoz. Burevioù-post nevez zo digor war vord ul linenn hent-houarn a zo krog da sevel e 1896 a-benn ober al liamm etre Mombasa ha Kisoumou e-kichen al Lenn Victoria, tizhet e 1902.

E 1901 eo teuzet ar velestradurezh postel gant hini an Ouganda, hag e 1904 e teuy er-maez timbroù gant an alc’hwez « East Africa and Uganda Protectorates » (Gwarezvro Afrika ar Reter hag Ouganda).