Unvaniezh Postoù ar Bed

Eus Wikipedia
Savadur an U.P.B. (Weltpostdenkmal) e Bern

Unvaniezh Postoù ar Bed (U.P.B.) zo bet savet e 1874 a-benn aesaat ha pinvidikaat kenlabour servijoù-post ar bed-holl. E Bern (Suis) emañ diazezet. 191 ezel a zo d’an aozadur-mañ hiriv, hennezh o vezañ dindan kiriegezh an A.B.U. (Aozadur ar Broadoù Unanet). Stadoù ezel eus an A.B.U. int pe get (ar Vatikan pe Suis da skouer) gant ma ‘z int bet degemeret gant div drederenn eus izili an aozadur etrebroadel. Yezh ofisiel an U.P.B. eo ar galleg.

Embannet e vez ganti reolennoù evit a sell an eskemmoù lizhiri er bed ha gourc’hemennoù evit reiñ nerzh da gresk an eskemmoù-se ha gwellaat ar servijoù roet d’ar bratikoù, dre bourchas ur skoazell teknik a-wechoù.

Neptu e chom an U.P.B. : melestradurezh pep Stad a ra diouzh he lezennoù broadel evit aozañ servijoù ar post. Budjed an U.P.B. (war dro 22 500 000 euro) zo distag diouzh hini an A.B.U. ha pep Stad a zo frank da zibab ur rann (e-touez an dek a zo anezho) hervez he finvidigezh, poblañs… a-benn gouzout peseurt skodenn a vo goulennet diganti.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heinrich von Stephan

E miz Eost 1862 e ya Montgomery Blair, pennrener Postoù ar Stadoù-Unanet anezhañ, e darempred gant ar Sekretour-Stad evit taolenniñ dirazañ kudennoù an embregerezhioù amerikan o deus poan gant al lizhiri kaset tramor. Gant harp ar Prezidant Abraham Lincoln e voe aozet ur gaozeadeg etrebroadel e Pariz e miz Mae 1863. 15 Stad eus Amerika hag Europa a gemer perzh enni evit stabilaat hag unvaniñ an doareoù-ober ha prizioù ur gasadenn. Ne ra ket berzh an emvod siwazh, rak n’eus bet kavet emglev gwir ebet, war-bouez ar prizioù.

D’ar 15 a viz Gwengolo 1874, eo aozet gant Heinrich von Stephan, rener servijoù-post Kengevread Norzh Alamagn, Kaozeadeg Etrebroadel ar Postoù gant ar pal lakaat war droad un unvaniezh hollvedel. E Bern en em vodas eta 22 dileuriad eus stadoù dizalc’h. Gant feur-emglev Bern, sinet d’an 9 a viz Here 1874 e oa diwanet Unvaniezh Hollek ar Postoù (« Union Générale des Postes »). An anv Unvaniezh Postoù ar Bed (« Union Postale Universelle ») a vo divizet ober gantañ e Paris pa kreskas niver an izili.

Internet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.