Mont d’an endalc’had

Timbroù Tanganyika

Eus Wikipedia
Timbr Tanganyika soulgarget - 1922
Timbr alaman - 1900

Ur vro e gevred Afrika e oa Tanganyika, bevennet gant Afrika ar Reter breizhveuriat (British Eastern Africa), deuet da vezañ Kenya, Nyassaland (Malawi bremañ), Kongo belgiat (Republik Demokratel ar C'hongo bremañ) ha Mozambik, (suj da ||Portugal|Bortugal]] betek 1974).

Trevadenn Alamagn eo bet etre 1888 ha 1916, a-raok bezañ ac’hubet gant Breizhveuriz. Pa voe kaoz eus dismantr an Impalaeriezh alaman e voe fiziet Tanganyika er Rouantelezh-Unanet dre Feur-Emglev Versailhez.

Da vare an impalaeriezh alaman ec’h embannas Berlin 40 timbr adalek 1893. Timbroù ar vammvro eo ar re gentañ, dreistmoullet gant Deutsch-Ostafrika ("Afrika ar Reter alaman") dezho prizioù e « Pesa ».

E 1900 e teuas er-maez ur rummad timbroù boutin anavezet en holl drevadennoù alaman hag a ziskouez ar yacht « Hohenzollern », warno an alc'hwez Deutsch-Ostafrika ha prizioù e Pesa c’hoazh. Un eil rummad gant prizioù e « Heller » a voe moullet e 1905.

Aloubet eo bet Tanganyika gant an armeoù breizhveuriat e 1916. Ingalet e veze e 1921 timbroù trevadenn vreizhveuriat « Ouganda hag Afrika ar Reter » (East Africa and Uganda Protectorates) gant "G.E.A.", pezh a dalv German East Africa".

10 kantim – Penn ur jirafenn - 1925

E 1921 e lakaas e gwerzh ar gouarnamant ur rummad timbroù gant skeudenn penn ur jirafenn gant ar meneg "TANGANYIKA", dezho un dalvoudegezh e kantimoù (cents), shilling ha lurioù sterling(100 kantim evit ur shilling, 20 shilling par d'ul lur). E 1925 e voe emnbannet un eil rummad heñvel, nemet gant livioù all.

Arouez ar frankiz (1961)

Aet penn ar jirafenn kuit ez eo poltred ar Roue George V hag ar gerioù MANDATED TERRITORY OF TANGANYIKA a zeuas war wel war an timbroù e 1927.

Etre 1935 and 1961 e voe unvanet melestradurezhioù-post trevadennoù Breizh-Veur ar rannvro dindan an anv East African Posts and Telecommunications Administration hag implijet an hevelep timbroù evit an holl vroioù gant ar meneg Kenya Uganda Tanganyika. Ar framm-se a badas betek 1976.

Dizalc’het e voe Tanganyika e 1961. War-bouez ur rummad pevar zimbr embannet e 1962 gant ar meneg "JAMHURI YA TANGANYIKA" e koun deroù ar Republik, e vez impljet anv nevez ar Stad, da lavaret eo Tanzania– Tanganyika ha Zanzibar), rak sultanelezh kozh Zanzibar a yeas da get pa voe staget an enezenn ouzh Tanzania.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]