Tikka T1x
Neuz
| Tikka T1x | |
|---|---|
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Karabinenn |
| Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
| Munisionoù | .22 Long Rifle .17 HMR |
| Produer | SAKO (dindan an anv Tikka) |
| Mare produiñ | Abaoe 2018 |
| Pouez ha muzulioù | |
| Mas (hep kartouchenn) | 2,6 kg / 2,8 kg |
| Hirder | 855 mm / 960 mm |
| Hirder ar c'hanol | 406 mm / 510 mm |
| Perzhioù all | |
| Endalc'h | Karger fiñv 10 kartouchenn |
| Stummoù | Hunter, UPR, MTR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
An Tikka T1x zo ur garabinenn-vorailh produet gant an embregerezh finlandat Sako dindan anv e is-merk Tikka abaoe 2018. Kambret eo evit munisionoù skoet war o zro nemetken (.22 Long Rifle ha .17 HMR).
Orin ha stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fellout a rae d'an embregerezh Sako ober kevezerezh d'ar c'harabinennoù tchek CZ 455 brudet e bed ar sportoù tennañ en ur ginnig un arm savet gant ar memes doare gwikefre ha gwerzhet en ur priz tost da hini ar CZ. E 2018 e kinnigas ar merk ar rummad T1x, dindan anv e is-merk Tikka, un embregerezh bet prenet ganti e 1983[1]. Hiziv an deiz e vez gwerzhet teir c'harabinenn er rummad T1x, dezhe div vent kanolioù disheñvel[2] :
- An T1x Hunter, dezhi ul lamm hag ur fust e koad, savet evit ezhommoù ar chase ;
- An T1x UPR (Ultimate Precision Rifle), dezhi ul lamm hag ur fust e gwienn wer, savet evit ar sportoù tennañ ;
- An T1x MTR (Multi Task Rifle), dezhi ul lamm hag ur fust e un danvez sintetek, savet evit bezañ ur c'hempouez etre ezhommoù ar chase hag an tennañ war un dro.
Tost-tre eo an T1x d'ar c'harabinennoù T3x kambret-int evit munisionoù skoet en o c'hreiz.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Tikka T1x .22 LR : The raw truth review war al lec'hienn Everyday Marksman (lennet d'an 13/04/2024)
- ↑ (en) Hervez pajenn produioù ar merk (lennet d'an 13/04/2024)