Thule-Gesellschaft
Iskevrennad eus | luskad völkisch |
---|---|
Deiziad krouiñ | Eost 1918 |
Anvet diwar | Thule |
Diazezer | Rudolf von Sebottendorf |
Stad | Republik Weimar |
Ideologiezh politikel | Naziegezh, gouennelouriezh, Enepyuzevegezh, enep-komunouriezh, luskad völkisch |
Lec'h diazez | München |
Sez sokial | Bavaria |
Deiziad divodañ | 1930 |
Ar Gevredigezh Thule (alamaneg : Thule-Gesellschaft), Studiengruppe für germanisches Altertum ("Strollad Studi evit an Henamzer c'herman") he anv gwir, a oa ur strollad kevrinour ha Völkisch alaman savet e München nebeut amzer goude fin ar C'hentañ Brezel-bed.
Diwar ur vro vojennel eus an norzh e mojennoù Henc'hres e teu an anv Thule. Ar gevredigezh a oa bet un harp e penn-kentañ ar strollad Deutsche Arbeiterpartei (DAP ; Strollad Labourerien Alamagn), a oa bet adaozet diwezhatoc'h gant Adolf Hitler evel Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei (NSDAP). Hervez buhezskrid A. Hitler gant Ian Kershaw, « Evel Who's Who aduidi gentañ an naziegezh e München eo listenn an izili : Rudolf Hess, Alfred Rosenberg, Hans Frank, Julius Lehmann, Gottfried Feder, Dietrich Eckart, ha Karl Harrer »[1].
Ar skrivagner Nicholas Goodrick-Clarke a embannas ne oa bet nemet Hans Frank ha Rudolf Hess evel izili gwirion. An holl bennoù nazi all a oa bet pedet da gomz e-kerzh emvodoù Thule pe na oant ket bet liammet don ouzh ar gevredigezh-se. Hervez Johannes Hering, « N'eus prouenn ebet e vefe bet biskoazh Hitler o welet ar Gevredigezh Thule. »[2]
Damkanioù an irienn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Gevredigezh Thule zo e-kreiz un toullad mat a istorioù ijinet, damkanioù an irienn liammet ouzh Alamagn an Trede Reich. Aesaet eo kement-mañ dre ma oa ur gevredigezh damguzh gant mennozhioù skiantoù kuzh. Evel an Ahnenerbe, ur skourr eus an SS eo gwelet ar Gevredigezh Thule hag alies e vezont kemmesket. An damkanioù-se a zo lies evel krouidigezh al listri-egorel nazi gant kevredigezh ar Vril.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kershaw, Ian : Hitler 1889–1936: Hubris, Penguin, 2001 (ISBN 0-14-013363-1).
- ↑ Goodrick-Clarke, Nicholas : Black Sun: Aryan Cults, Esoteric Nazism, and the Politics of Identity, New York University Press, 2003 (ISBN 978-0-8147-3155-0).