Mont d’an endalc’had

Thomas More

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Thomas More, sant)
Thomas More
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Saoz Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denThomas More Kemmañ
Anv ganedigezhThomas More Kemmañ
Anv-bihanThomas Kemmañ
Anv-familhMore Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 C'hwe 1478 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLondrez Kemmañ
Deiziad ar marv6 Gou 1535 Kemmañ
Lec'h ar marvTower Hill Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvdibennañ Kemmañ
Lec'h douaridigezhChurch of St Peter ad Vincula, Tower Hamlets, St. Dunstan's, Canterbury, Chelsea Old Church Kemmañ
TadJohn More Kemmañ
MammAgnes Graunger Kemmañ
Breur pe c'hoarElizabeth More Kemmañ
PriedJane More, Alice More Kemmañ
BugelMargaret Roper, Elizabeth Dauncey, Cecily Heron, John More II, Margaret Clement Kemmañ
KarEdward More Kemmañ
Den heverkGuillaume Budé, Erasmus, Juan Luis Vives Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, latin, henc'hresianeg, italianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg, latin, Neo-Latin Kemmañ
Place of detentionTower Hill Kemmañ
Bet war ar studi eLincoln's Inn, Magdalen College School Kemmañ
Honorific prefixThe Right Honourable Kemmañ
Lec'h labourLondrez Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Urzh relijielThird Order of Saint Francis Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant katolik Kemmañ
Gouel22 Mezheven, 6 Gouere Kemmañ
Tachenn ar sant pe douePolitikerezh Kemmañ
Oberenn heverkUtopia, Responsio ad Lutherum, A Dialogue of Comfort Against Tribulation Kemmañ
Ideologiezh politikelHumanouriezh Kemmañ
Tachennflemmskrid Kemmañ
Deskrivet en URLhttp://www.digiporta.net/index.php?id=968434224, http://www.digiporta.net/index.php?id=319206312 Kemmañ
Deskrivet dreSir Thomas More and his Daughter, Sir Thomas More (1487-1535) (after Holbein the younger) Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Thomas More – Livadur gant Hans Holbein, 1527

Thomas More, Thomas Morus e anv latinaet, (Londrez, 7 a viz C'hwevrer 14786 a viz Gouere 1535), a oa un alvokad, ur politiker, ur prederour, ur skrivagner hag un denelour saoz a oa troet a-enep doareoù ha soñjoù ar roue Herri VIII Bro-Saoz. En abeg da se e voe lakaet d’ar marv gant hemañ e 1535. Pevar c'hantvedad diwezhatoc'h e voe santelaet gant an Iliz katolik roman.

Tost-tre da zenelourien all evel Erasmus a Rotterdam e oa Thomas More. Er bloaz 1499 ez eas da lean gant ar Chartrouzed. Pevar bloaz goude e nac’has doujañ d’e le a vanac’h, da c’hallout mont da gannad e Parlamant Bro-Saoz e 1504. Enebiñ a reas ouzh ar roue Herri VII Bro-Saoz ; hemañ er redias da zilezel e garg a gannad.

Pa varvas ar roue kozh e 1509 e tistroas Thomas More d’ober politikerezh. Dre ma oa erru mat gant ar roue nevez Herri VIII ec’h eas da guzulier dezhañ, da vouezh-aotreet Kambr ar C'humunioù pelloc'h, ha da gañseller ar rouantelezh e 1529.

Troc'het e voe red-vuhez Thomas More pa nac’has sentiñ ouzh kemennadenn Herri VIII, pa c’hoantae hemañ terriñ e zimeziñ gant Catalina Aragón. E gredennoù relijiel eo a harze ouzh More da vont a-enep urzhioù ar pab Klemañs VII. E 1532 e roas e zilez diouzh e labour a gañseller, hag e tilezas ar bed politikel. Toullbac’het e voe e 1534, ha dibennet e voe d’ar 7 a viz Gouere 1535.

Gwenvidikaet e voe d'an 29 a viz Kerzu 1886 gant ar pab Leon XIII, hag anvet da sant gant ar pab Pi XI d'an 19 a viz Mae 1935.

Skrivet en deus Thomas More, e latin, ur romant politikel brudet, Utopia (Leuven, 1516 evit ar skrid orin, ha Londrez, 1551 e saozneg). Gant Fañch Morvannou eo bet lakaet e brezhoneg hag embannet gant ar gelaouenn Planedenn kent dont er-maez e stumm ul levr e ti Skol Vreizh[1].

  1. Thomas More, An Utopia, brezhoneg gant Fañch Morvannou : Planedenn, niverennoù 31, 32 ha 33, 1991 – Skol Vreizh, 1997.