An Avel en Haleg
An Avel en Haleg (titl orin : The Wind in the Willows) zo ur romant saoznek evit bugale gant ar Skosad Kenneth Grahame (8 a viz Meurzh 1859 – 6 a viz Gouhere 1932), embannet e 1908.
Kontañ a ra troioù-kaer pevar loen war ar maez e Bro-Saoz, e saonenn ar stêr Tavoez.
Gant istorioù a gonte d'e vab Alistair e savas K. Grahame e levr.
E 1909, Theodore Roosevelt, Prezidant ar Stadoù-Unanet, a skrivas da G. Grahame da lavarout en devoa "lennet hag adlennet anezhañ [al levr], ha deuet da sellout an tudennoù evel mignoned kozh".
Embannet e oa bet an 31vet moulladur pa voe kempennet gant A. A. Milne evit ar c'hoariva hag anvet Toad of Toad Hall e 1929.
E 2003 e oa erruet The Wind in the Willows da 16vet en enklask The Big Read aozet gant ar BBC.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2014 eo bet lakaet al levr e brezhoneg gant Alan Martel, anvet An Avel en Haleg, hag embannet gant An Alarc'h, e Lannuon[1].
Ne oa ket e-touez an troidigezhioù lennegel brezhonek arc'hantet gant Kuzul-rannvro Breizh er bloavezh-se. N'eo bet gopret an troour nemet gant dek skouerenn eus e labour.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kenneth Grahame (1908), An Avel en Haleg, An Alarc'h, 2014, (ISBN 978-2-916835-54-9)