An Avel en Haleg

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Golo The Wind in the Willows
Goz, Razh, Touseg ha Broc'h, harozed an istor.

An Avel en Haleg (titl orin : The Wind in the Willows) zo ur romant saoznek evit bugale gant ar Skosad Kenneth Grahame (8 a viz Meurzh 18596 a viz Gouhere 1932), embannet e 1908.
Kontañ a ra troioù-kaer pevar loen war ar maez e Bro-Saoz, e saonenn ar stêr Tavoez.

Gant istorioù a gonte d'e vab Alistair e savas K. Grahame e levr.

E 1909, Theodore Roosevelt, Prezidant ar Stadoù-Unanet, a skrivas da G. Grahame da lavarout en devoa "lennet hag adlennet anezhañ [al levr], ha deuet da sellout an tudennoù evel mignoned kozh".

Embannet e oa bet an 31vet moulladur pa voe kempennet gant A. A. Milne evit ar c'hoariva hag anvet Toad of Toad Hall e 1929.

E 2003 e oa erruet The Wind in the Willows da 16vet en enklask The Big Read aozet gant ar BBC.

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2014 eo bet lakaet al levr e brezhoneg gant Alan Martel, anvet An Avel en Haleg, hag embannet gant An Alarc'h, e Lannuon[1].

Ne oa ket e-touez an troidigezhioù lennegel brezhonek arc'hantet gant Kuzul-rannvro Breizh er bloavezh-se. N'eo bet gopret an troour nemet gant dek skouerenn eus e labour.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kenneth Grahame (1908), An Avel en Haleg, An Alarc'h, 2014, (ISBN 978-2-916835-54-9)