Troidigezhioù lennegel brezhonek arc'hantet gant Kuzul-rannvro Breizh
Arc'hantet e vez troidigezhioù lennegel brezhonek, diwar yezhoù all, gant Kuzul-rannvro Breizh (pevar departamant)[1]. Gant an arc'hant roet d'an embannerien e c'hall ar re-se paeañ al labour treiñ, pa ne reont ket a-hend-all, rak peurvuiañ ne vez ket paeet, gant an embannerien, ar re a sav levrioù pe troidigezhioù brezhonek.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 2004 e oa bet prometet gant Kuzul-rannvro Breizh reiñ skoazell d'an treiñ, hep resisaat penaos e vije graet. Nav bloaz goude, e mizioù kentañ 2013 e voe kroget ervat.
Ar pal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Embann 100 troidigezh a-douez ur roll savet gant Ofis Publik ar Brezhoneg eo ar pal a glasker tizhout, abalamour, hervez gwivan an Ofis, da ziazezañ plas ar brezhoneg evel yezh kehentiñ ha yezh a sevenadur. Dav eo d'al lennerien vrezhonek, ar re yaouank peurgetket, gallout ober anaoudegezh gant lennegezh ar bed-holl war-eeun dre ar brezhoneg. Ma vez lakaet ar pouez war al labour treiñ-se e vo pinvidikaet ar brezhoneg a-dra-sur ha war hir dermen e vo broudet an dud da grouiñ oberennoù nevez e brezhoneg.
Ret e vefe ober 10 troidigezh ar bloaz evit kas ar 100 troidigezh eus ar roll-se da benn en ur ober 10 vloaz. Kement-se a c'hallfed ober gant 10 den oc'h ober pep a droidigezh.
Etre 2012 ha miz Meurzh 2019 n'eus bet embannet nemet 22 oberenn eus ar c'hant lakaet war ar roll, hag ar re-se zo bet troet gant 11 den hepken.
E 2016 e voe embannet ar muiañ a droidigezhioù : c'hwec'h.
Mar ne gresk ket an niver e vo ezhomm ouzhpenn 25 bloaz da dizhout ar 100 troidigezh. Evit ma kreskfe e vefe ezhomm da greskiñ niver an droerien ha da gavout re yaouankoc'h.
Ar roll[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Betek-hen e tremene an embannerien vrezhonek hep roll rannvroel evit labourat. N'eus ket ezhomm roll ofisiel ebet evit skoazellañ an treiñ er broioù all.
Perak e oa ezhomm da sevel ur roll eta, n'ouzer ket. N'eo ket bet embannet gant an Ofis. Hep roll marteze n'hallfed ket pinvidikaat ar brezhoneg e Breizh.
Gant piv eo bet savet ar roll, n'ouzer ket. N'eo ket bet embannet gant an Ofis.
Penaos eo bet savet ar roll, n'ouzer ket ivez. N'eo ket bet embannet gant an Ofis.
Aes eo gwelout avat:
- e vank oberennoù meur, evel re Charles Dickens ha nouspet anv meur all (brasoc'h eo niver ar pennoberennoù eget ur roll 100 pe 200 anv),
- e vank yezhoù zo : kembraeg, galizeg, katalaneg, pa'z eus bet troet levrioù diwar ar yezhoù-se dija;
- ez eus bet lakaet anvioù levrioù bannoù-treset en ur roll a zo kontet da vezañ lennegel.
Ouzhpenn-se e c'hall an dud a zibab an oberennoù da dreiñ lakaat war ar roll oberennoù troet gante, pe emaint o treiñ, pe emañ o c'herent, pe o mignoned o treiñ, pe o vont d'embann.
Petra eo talvoudegezh ar roll : ober bruderezh evit an embann brezhonek pe evit an Ofis? Pa vez pennad pe bennad er c'hazetennoù ne vez anv nemet eus ar re skoazellet gant ar rannvro : ar re all n'eus ket anezho, ha gwashoc'h : labour ar rummadoù kent n'eus ket anezho, evel pa ne vije ket bet troet darn eus pezhioù Molière en XXvet kantved, gant Perrot ha Divanac'h[2]! Koulskoude n'eus ket bet skoazellet muioc'h eget 3 eus an troidigezhioù en ur bloavezh : roll al levrioù brezhonek troet diwar yezhoù all, hervez ar bloavezhioù. Ne goust ket ken ker-se ar skoazell d'an treiñ brezhoneg d'ar rannvro eta.
E diskleriadur an Ofis e lenner: Ma vez lakaet ar pouez war al labour treiñ-se e vo pinvidikaet ar brezhoneg a-dra-sur ha war hir dermen e vo broudet an dud da grouiñ oberennoù nevez e brezhoneg. Betek hen ne vez lakaet ar pouez nemet war an troidigezhioù arc'hantet gant an Ofis, ha n'eo ket war an holl, war labour ar bolitikerien, ha n'eo ket war hini an droerien pe embannerien.
Daou rumm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un efed splann avat a zo : krouiñ daou rumm;
- daou rumm troidigezhioù, ar re a vez skoazellet hag ar re ne vezont ket,
- daou rumm embannerien, ar re o devez arc'hant foran hag ar re n'o devez ket
- daou rumm troerien ar re a vez gopret hag ar re n'o devez gwenneg ebet evit o labour.
Bep bloaz eta, abaoe 2012, e kaver an daou seurt.
- Lakaomp e 2014 : An Avel en Haleg, troet gant Alan Martel, embannet gant An Alarc'h, hep skoazell peogwir ne oa ket war ar ar Roll Meur, da lavarout eo hep goprañ an troer.
- Ur skouer all, gant daou romant gant Luis Sepúlveda : Un viejo que leía novelas de amor, eus 1989, a zo war ar roll, met Historia de una gaviota y el gato que le enseñó a volar, eus 1996, n'emañ ket. An eil eta a vo skoazellet, egile ne vo ket, hervez reolennoù an Ofis. Ken gwazh all e oa politikerezh Euskadi evit he listennad 100 titl, arc'hantet e oa "Michel Strogoff" Jules Verne, met ne oa ket "20000 lieues sous les mers".
Tud zo a lavar neuze "Ha ma ne vije bet roll ebet, ne vije bet skoazellet hini ebet". Kontrol d'ar soñj-se, en ur sistem all, e vije skoazellet troidigezh an daou levr, hag an holl droidigezhioù all, gant m'o dije perzhioù lennegel anat, evit brasañ damant ar re a hunvre implij an arc'hant publik da lakaat e yezh ar vro levrioù evel "Bécassine", pe c'hoazh "Merci pour ce moment" Valérie Trierweiler.
Roll an troidigezhioù, 2012-2018[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ne vo anv amañ nemet eus an oberennoù skoazellet gant an Ofis.
- Evit an oberennoù all embannet hep skoazell e c'haller lenn Roll al levrioù brezhonek troet diwar yezhoù all, hervez ar bloavezhioù.
2018[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An diwaller er segaleg, gant J.D. Salinger, troet gant Kristian ar Braz.
- Istor ar vatezh ruz, gant Margaret Atwood, troet gant Alan Martel.
Peder zroidigezh all, diskoazell, a oa bet embannet er bloaz-se.
2017[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Harry Potter ha kambr ar sekredoù, gant J. K. Rowling, troet gant Mark Kerrain.
- Ar c'horonal ne skriv den dezhañ, gant Gabriel García Márquez, troet gant Aleksandr ar Gall.
- An deiz a-raok an eürusted, gant Erri de Luca, troet gant Serj Richard.
Teir zroidigezh all, diskoazell, a oa bet embannet er bloaz-se.
2016[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An estren, diwar "L'étranger" gant Albert Camus, troet gant Erwan Hupel, Skrid.
- Muntr Roger Ackroyd, gant Agatha Christie, troet gant Olier Biguet. Keit vimp bev. Miz C'hwevrer 2016.
- Ar beskont daouhanteret, gant Italo Calvino, troet gant Serj Richard. Mouladurioù Hor Yezh. Miz Gouere 2016.
- Ur person evit enez Sun, gant Henri Queffélec, troet gant Mich Beyer.
- Galv ar bed gouez, gant Jack London, troet gant Kristian ar Braz.
- Bravigoù Tiffany, gant Truman Capote, troet gant Yveline Le Don.
Teir zroidigezh all, diskoazell, a oa bet embannet er bloaz-se.
2015[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Poltred Dorian Gray, gant Oscar Wilde. An Alarc'h. Troet diwar ar saozneg gant Alan Martel.
- Ar Prosez, gant Franz Kafka. An Alarc'h. Troet diwar an alamaneg gant Gérard Cornillet.
- Persepolis, gant Marjane Satrapi, Goater, Roazhon. Troet gant Tual Kerrain. Ul levr bannoù-treset eo, ha n'eo ket un oberenn lennegel.
- Tev ar Gwad, Tanav an Dour, gant Alistair MacLeod, troet gant Kristian Braz.
2014[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Muntr en Orient Express, gant Agatha Christie. Keit Vimp Bev. Troet diwar ar saozneg gant Olier Biguet.
- Shining gant Stephen King. Mouladurioù Hor Yezh. Troet diwar ar saozneg (Stadoù-Unanet) gant Olier Biguet.
- Chaokañ mizer, gant Flann O'Brien, troet gant Kristian Braz.
Pemp troidigezh all, diskoazell, a oa bet embannet er bloaz-se.
2013[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An Dengasaour, gant Molière. Mouladurioù Hor Yezh. Troet diwar ar galleg gant Serj Richard.
- A-ziwar Logod ha Tud, gant John Steinbeck. Mouladurioù Hor Yezh. Troet diwar an amerikaneg (sic) gant Kristian ar Braz.
- Ar C'hoari Echedoù, gant Stefan Zweig. An Alarc'h. Troet diwar an alamaneg gant Gérard Cornillet.
Pemp troidigezh all, diskoazell, a oa bet embannet er bloaz-se.
2012[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Harry Potter ha Maen ar Furien, gant J. K. Rowling. Troet diwar ar saozneg gant Mark Kerrain. E gwirionez n'eo bet skoazellet an embanner nemet e 2013, bloavezh gwirion derou ar skoazell.
Peder zroidigezh all, diskoazell, a oa bet embannet er bloaz-se.
Perzhidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'an embannerien e vez roet ar skoazell arc'hant, dezho da c'hoprañ an droerien.
Roll an embannerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Etre 2012 ha 2018, setu an embannerien o deus kemeret perzh:
- Al Liamm, 2 levr
- An diwaller er segaleg, gant J.D. Salinger, troet gant Kristian ar Braz. 2018.
- Tev ar Gwad, Tanav an Dour, gant Alistair MacLeod, troet gant Kristian Braz. 2015.
- An Alarc'h, eus Lannuon, 5 levr
- Istor ar vatezh ruz, gant Margaret Atwood. Troet gant Alan Martel. 2018.
- Ur person evit enez Sun, gant Henri Queffélec. Troet gant Mich Beyer. 2016.
- Istor fentus stadoù hag impalaerezhioù al Loar, gant Cyrano de Bergerac. Troet gant Mich Beyer. 2015.
- Ar Prosez, gant Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Gérard Cornillet. 2015
- Ar C'hoari Echedoù, gant Stefan Zweig. Troet diwar an alamaneg gant Gérard Cornillet. 2013
- An Amzer, 2 levr
- Harry Potter ha kambr ar sekredoù, gant J. K. Rowling. Troet diwar ar saozneg gant Mark Kerrain. 2017.
- Harry Potter ha Maen ar Furien, gant J. K. Rowling. Troet diwar ar saozneg gant Mark Kerrain. 2012.
- Goater, 1 levr
- Persepolis, gant Marjane Satrapi. Troet gant Tual Kerrain. 2015.
- Keit Vimp Bev, 2 levr
- Muntr Roger Ackroyd, gant Agatha Christie, troet gant Olier Biguet. 2016.
- Muntr en Orient Express, gant Agatha Christie. Troet diwar ar saozneg gant Olier Biguet. 2014.
- Mouladurioù Hor Yezh, 9 levr
- Ar c'horonal ne skriv den dezhañ, gant Gabriel García Márquez, troet gant Aleksandr ar Gall. 2017.
- An deiz a-raok an eürusted, gant Erri de Luca, troet gant Serj Richard. 2017.
- Ar beskont daouhanteret, gant Italo Calvino, troet gant Serj Richard. 2016.
- Galv ar bed gouez, gant Jack London, troet gant Christian Braz. 2016.
- Bravigoù Tiffany, gant Truman Capote, troet gant Yveline Le Don. 2016.
- Shining gant Stephen King. Troet diwar ar saozneg (Stadoù-Unanet) gant Olier Biguet. 2014.
- Chaokañ mizer, gant Flann O'Brien, troet gant Kristian Braz. 2014.
- An Dengasaour, gant Molière. Troet diwar ar galleg gant Serj Richard. 2013.
- A-ziwar Logod ha Tud, gant John Steinbeck. Mouladurioù Hor Yezh. Troet diwar an amerikaneg (sic) gant Kristian ar Braz. 2013.
- Skrid, 1 levr :
- An estren, diwar "L'étranger" gant Albert Camus, troet gant Erwan Hupel, 2016.
Embannerien vrezhonek zo n'o deus ket kemeret perzh c'hoazh : Emgleo Breiz, Skol Vreizh ha re all.
Roll an droerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Etre 2012 ha 2018, setu an droerien o deus kemeret perzh:
- Kristian ar Braz, 5 levr
- Olier Biguet, 3 levr
- Serj Richard, 3 levr
- Mich Beyer, 2 levr
- Gérard Cornillet, 2 levr
- Mark Kerrain, 2 levr
- Yveline Le Don, 1 levr
- Aleksandr ar Gall, 1 levr
- Erwan Hupel, 1 levr
- Tual Kerrain, 1 levr
- Alan Martel, 1 levr
Skoilhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- N'eus ket trawalc'h a droerien evit kas ar raktres da benn. Koulskoude ez eus kalzik a gelennerien vrezhonek e Breizh, ha darn war o leve. Ne vo ket troet kalz eus ar 100 levr eta dre ziouer a droerien.
- Ne vo ket troet nag embannet kalz eus ar 100 levr marteze peogwir n'eus ket trawalc'h a lennerien vrezhonek : koazhañ a ra niver al lennerien gozh, hep na deufe re nevez da gemer o lec'h : ma ne lenn ket ar skolidi ha studierien kalz a vrezhoneg er skolioù (skolajoù pe skolioù-meur) ne lennint ket muioc'h diwezhatoc'h.(Daveoù a vank)
- Troerien hag embannerien zo ne fell ket dezho labourat hervez ur roll, seul vui ma n'ouzont ket gant piv na penaos eo savet.(Daveoù a vank)
- Lod a soñj n'eo ket d'ar galloud politikel (pe rannvroel pe unan all) da zibab an oberennoù da dreiñ, ha n'eo ket er broioù demokratelañ e vez implijet doareoù-ober evel hennezh.(Daveoù a vank)
- Lod eus an oberennoù dibabet zo gwall hir : seul ziaesoc'h a se e vo kavet tud d'o zreiñ. Ha seul devoc'h al levr, seul nebeutoc'h a lennerien.
- Evit embann e rank an embanner prenañ gwirioù an oberennoù, ma ne vezont ket frank a wirioù: ken ker e koust lod da brenañ ma ne vint ket embannet.
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Roll an oberennoù a vije da dreiñ e brezhoneg, hervez Kuzul Rannvro Breizh e 2012
- Roll an oberennoù a vije da dreiñ e brezhoneg, hervez Kuzul Rannvro Breizh e miz Even 2014
- Roll an oberennoù a vije da dreiñ e brezhoneg, hervez Kuzul Rannvro Breizh e miz Du 2014
- Reolennoù ar skoazell : [1]