Kaozeal:An Avel en Haleg
Peogwir eo bet troet al levr e brezhoneg, e c'hallfe titl ar pennad bezañ e brezhoneg ivez. --Llydawr (kaozeal) 1 Ebr 2015 da 16:10 (UTC)
- A laki pa gari. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Ebr 2015 da 16:34 (UTC)
«Ne oa ket e-touez an troidigezhioù lennegel brezhonek arc'hantet gant Kuzul-rannvro Breizh er bloavezh-se. N'eo ket bet gopret an troour eta.» Setu un doare poellata souezhus-kaer ha touellus. Diazezet war betra? Gant an troidigezhioù arc'hantet eo an tiez-embann a zo skoazellet, ha n'eo ket an droourien (dre benaos e c'hallfe gouzout Bianchi-Bianchi an emglevioù a c'hall bezañ etre an droourien hag an embannerien)? Ha petra a virfe ouzh un embanner a embannfe un droidigezh ha n'eo ket skoazellet da c'hoprañ an troour, pe da reiñ dezhañ ur skoazell arc'hant da vihanañ?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Ebr 2015 da 08:29 (UTC)
- Gouzout a reomp an eil hag egile ne vez ket paeet al labour skrivañ na treiñ gant an embannerien vrezhonek dre vras. Se zo kaoz ne weler ket kalz tud yaouank o labourat evit se.
- Ma oarez traoù kontrol, laka, evel 'teus bet graet dija. Ma'z eo bet skoazellet an embanner en taol-mañ (goude ma ne oa ket war ar roll meur diouzh am eus gwelet) ha chomet hep paeañ troour goude, eo iskisoc'h c'hoazh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Ebr 2015 da 09:04 (UTC)
- Perak ne lennez ket an traoù am eus skrivet uheloc'hik, hag an dielloù, evel amañ [1]? Kalz aesoc'h eo evidout traletodiñ. Da zoare boas eo, ober van kompren a-dreuz evit gallout kontañ ar pezh a fell dit goude ha disteuler ar bec'h war ar re all bepred.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Ebr 2015 da 09:27 (UTC)
Diskouez a rez din ne oa skoazell ebet d'an droididgezh-se. Met se a ouien dija. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Ebr 2015 da 09:31 (UTC)
Poellata touellus?
[kemmañ ar vammenn]Teurel pled a ran ouzh daou dra:
- peogwir on sur eus pezh a laran e skrivan n'eo ket bet paeet an troour; faziañ a c'hallfen evel-just, marteze eo kemmet ar boazioù nevez zo, met ne grediñ nemet gant ur brouenn ;
- ne fell ket dit skrivañ eo bet paeet. Perak ne rez ket? Aze emañ an dalc'h.
A-hend-all, perak ober charre gant se? Evel-se eo bet a viskoazh, evel a ouzout mat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Ebr 2015 da 09:55 (UTC)
Dorn dizanv
[kemmañ ar vammenn]Div wech dija : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=An_Avel_en_Haleg&diff=next&oldid=1709880 .
- Un dra zo sur ne oa ket troidigezh an oberenn da vezañ sikouret gant ar c'huzul-rannvro, hervez listenn savet gant an Ofis. Neuze... unan a zaou :
- pe eo bet paeet an troer memestra gant an embanner (pezh a vefe souezhus ha nevez), neuze e c'hallo an embanner lavarout pegement, hag e vo aes gwiriañ gant an troer, neketa?
- pe n'eo ket bet paeet, neuze n'eus netra nevez, ha ne dalv ket ar boan klask reiñ da grediñ ar c'hontrol : peurvuiañ ne vez ket paeet ar skridoù nag an troidigezhioù (ra vin dislaret ma n'eo ket gwir).
Setu pezh a glaskan lakaat er pennad, hag a vez tennet gant an hini a gomz eus "poellata touellus" hep diskouez penaos e c'hallfe bezañ touellus. Iskis e kavan: daoust ha n'eo ket implij "doareoù touellus" da glask reiñ da grediñ e vefe paeet al labour pa ne vez ket? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gou 2016 da 20:05 (UTC)