Mont d’an endalc’had

Theodore

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Théodore)

Theodore e saozneg, pe Théodore e galleg, zo un anv-bihan a orin gresianek, roet d'ar baotred evel d'ar merc'hed. Koulskoude eo raloc'h evel anv-plac'h, ha Dorothée eo en deus kemeret e lec'h.

Theódoros eo ar stumm orin, diwar Theós, « Doue » (θεός), ha dōron, « donezon, road » (δώρον). Ma c'haller kompren « road digant Doue ».

Kompren a c'haller ivez n'eo nemet an droidigezh e henc'hresianeg eus an anv hebreek מתתיהו, a vez treuzskrivet "Matt(a/i)tyahu", evel anvioù teoforek all, savet diwar un elfenn, anv pe verb, hag ul lostger a zo anv un Doue bennak.

  • Dorig e brezhoneg
  • Ted, Teddy e saozneg
  • Theo, Théo, Téo
  • Teodora, pe Theodora, evit ar merc'hed
  • Dorothée (e galleg) pe Dorothy (e saozneg), evit ar merc'hed, ral evit ar baotred
  • Theodor, en alamaneg
  • Teodor, en hungareg, norvegeg, poloneg, roumaneg, slovakeg, svedeg, tchekeg
  • Teodoro, en esperanteg, italianeg
  • Theodoros, e finneg ha gresianeg
  • Theodorus, en izelvroeg, latin
  • Tudur, e kembraeg,
  • Tudor, Toader, e roumaneg
  • Fiodor, Фёдор, e ruseg
  • Fedir, Федір, en ukraineg

En anvioù-tiegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]