Theo van Gogh (filmaozer)
- Diwar-benn ar filmaozer Theo van Gogh eo ar pennad-mañ. M'emaoc'h o klask ur pennad diwar-benn breur Vincent van Gogh, sellit ouzh Theo van Gogh.
Theo van Gogh (23 a viz Gouere 1957 e Den Haag - 2 a viz Du 2004 en Amsterdam) a oa ur filmazour izelvroat. Drouklazhet e voe gant Mohammed Bouyeri.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Theo van Gogh a voe ganet e Den Haag, gourvab da Dheo van Gogh, hag a oa breur Vincent van Gogh. E dad, Johan van Gogh e anv, a laboure evit sevijoù kuzh an Izelvroioù. Goude bezañ dilezet ar skol e stagas gant ar sinema, hag e film kentañ, Luger e ditl, a broduas e 1982. Gant daou eus e filmoù e tapas prizioù Gouden Kalf : Blind Date e 1996 hag In het belang van de staat e 1997. Aktour e voe ivez e-barzh De noorderlingen (1992).
Reuz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a wech e voe spontet kefredourien yuzev ganr ar pezh a lavaras Theo van Gogh diwar-benn « ar preder yuzev tro-dro da Auschwitz ». A-enep dezhañ e savas an istorourez yuzev Evelien Gans, ha neuze e skrivas van Gogh er gelaouenn Folia Civitatis : « Me' soñj din e ra an itron Gans huñvreoù orgedus, hag enno e vez fouzhet gant Josef Mengele ». E 1991 e rankas paeañ ur c'hastiz abalamour d'e film Moviola, peogwir e oa kaoz ennañ eus « stered melen o fouzhañ e kambreier gaz » hag eus « c'hwezh ar c'haramel » a glev pa vez devet yuzevien tapet gant kleñved ar sukr[1]. E 1995 e voe savet klemm en-dro, peogwir en doa skrivet en ur pennad e oa Jezuz « pesk brein Nazareth[2] ». Ar memes tra a oa bet lavaret c'hoazh gant ar skrivagner Robert Loesberg.
Da vare dibenn e vuhez e kemmas, hag e tagas dreist-holl an Islam hag ar vuzulmiz, hag a voe lesanvet gantañ « fouzherien bidiez ». E 2004 e kenlabouras gant Ayaan Hirsi Ali (ganti e oa bet savet senario ar film) hag e savjont ur film berr anvet Submission, diwar-benn sujidigezh ar maouezed en Islam. Meur a c'hourdrouz a zegemeras van Gogh goude-se, dre m'en doa diskouezet en e film ur vaouezh en he noazh, skrivet warni frazennoù tennet eus ar C'horan.
Drouklazh van Gogh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 2 a viz Du 2004 e voe gloazet Theo van Gogh gant Mohammed Bouyeri en ul lec'h foran : meur a wech e tennas warnañ gant un arm-tan, betek lazhañ anezhañ. En holl e voe kavet eizh tenn e korf van Gogh. Dic'houzouget, ha tost dibennet e voe ivez van Gogh gan Bouyeri. Bouyeri a blantas ivez div gontell e bruched van Gogh. Ouzh dornell unan eus an div gontell e oa staget ul lizher da Ayaan Hirsi Ali. Daou viz a-raok en doa Theo van Gogh aozet ur film berr anvet Submission, asambles gant Ayaan Hirsi Ali. Er film e tiskoueze van Gogh maouezed a blege da Zoue da gentañ, hag a gaozee war ton an dae da-heul. Lavarout a raent da Allah e talveze sujañ d'e lezennoù kement ha kaout ur vuhez leun a walleurioù, hag e lavarent ivez ne vefent ket mui suj ma ne cheñche ket doare.
Da enoriñ Theo van Gogh e voe savet un delwenn anvet De Schreeuw (an huchadenn), gant Jeroen Henneman. Diskouezet e voe ez-ofisiel d'an 18 a viz Meurzh 2007. He gwelout a c'haller en Oosterpark, e karter Watergraafsmeer, en Amsterdam.
E filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Luger, 1982
- Een dagje naar het strand, 1984
- Charley, 1986
- Terug naar Oegstgeest, 1987
- Loos, 1989
- Vals licht, 1993
- Ilse verandert de geschiedenis, 1993
- 06, 1994
- Reunie, 1994
- Eva, 1994
- Een galerij: De wanhoop van de sirene, 1994
- De Eenzame Oorlog Van Koos Tak, 1995
- Blind Date, 1996
- Hoe ik mijn moeder vermoordde, 1996
- In het belang van de staat, 1997
- Au!, 1997
- De Pijnbank, 1998
- Baby Blue, 2001
- De nacht van Aalbers, 2001
- Najib en Julia, 2002
- Interview, 2003
- Zien, 2004
- Submission, 2004
- Cool, 2004
- 0605, 2004
- Medea, 2005
- Bad (diechu, ar filmañ a oa raktreset e 2005)
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |