Théoden

Eus Wikipedia

Théoden a zo un den eus Douar-ar-C'hreiz, e bed Aotrou ar Gwalennoù skrivet gant J. R. R. Tolkien. Tiern ar Rohan hag Aotrou ar Mark pe ar Riddermark (bro ar Rohirrim) e oa, hag un den a bouez eo el levr An daou dour ha Distro ar Roue. Théoden a voe strobinellet gant e alier, Gríma Wormtongue, ha chom a reas difiñv pa oa e rouantelezh o vont da get. Hogen, goude bout pareet gant Gandalf e teuas da vout ur c'hevredad a bouez a-enep Saruman ha Sauron.