Teltenn
Un deltenn zo ur seurt ti graet gant danvez a c'haller kousket ennañ en disglav, en dizavel hag en disheol.
Stegnet e vez an danvez war ur stern, e koad pe metal, ha dalc'het gant liammoù, kordenn pe fiselenn, ouzh postoù bihan pe vras.
Teltennoù ar gantreidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ti ar gantreidi dre ar bed eo an deltenn peogwir eo aes pe aesoc'h da sevel ha disevel.
Brudet eo tipi an Amerindianed gant ar filmoù western. Gant krec'hin ha koad e vezent graet.
Ar yourtoù eo teltennoù bras ar gantreidi e Mongolia.
Teltennoù a vez implijet gant an Verbered er Sahara. Brudet eo chomet teltenn berber vras ar c'horonal Kadhafi savet gantañ e park Palez an Elysée e Pariz e 2007 pa oa bet pedet gant ar prezidant gall Nicolas Sarkozy.
Teltennoù an arme
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teltennoù zo evit ar brezeliadennoù a-holl-viskoazh koulz lavaret.
Teltennoù evit an dudiamant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teltennoù a c'hall servijout da gampiñ en un dachenn-gampiñ pe en natur. Ar valeerien hag an alpaerien a implij anezhi pa z'int d'ober un dro-vale muioc'h eget un deiz. Seier-kousket a lakaont e-barzh evit an noz. An teltennoù-se a vez skañv, kalet ouzh an uz hag aes da blegañ pe da rollañ.
Teltennoù zo a-wechoù war an traezhennoù, lakaet eno gant ar gêr evit an dud evit cheñch dilhad pe chom en disheol. Ouzhpenn-se e ro ul liv cheuc'h d'ar gêr-gouronkañ. Teltennoù glaz o roudennoù traezhenn ar Skluz Dinarzh, ha teltennoù ruz o roudennoù Ar Baol zo e-touez ar re brudetañ.
Teltennoù bras a vez savet evit degemer un darvoud bennak, evel un eured, ur c'hendalc'h, ur brezegenn, ur c'hendiviz, etc. Alies e vezont gwenn. Un deltenn Barnum a vez graet anezho.
Ar sirkoù a reont o abadennoù en un deltenn vrasoc'h c'hoazh a vez graet pabell anezhi.