Mont d’an endalc’had

Taurus Raging Bull

Eus Wikipedia
Taurus Raging Bull

Skeudenn ar pennad Taurus Raging BullUr revolver Taurus Raging Bull

Kinnig
Bro orin  Brazil
Doare Revolver
Mont en-dro Platinenn un ober / daou ober (SA/DA)
Munisionoù Eus an .218 Bee d'ar .500 S&W Magnum (gwelet an destenn)
Saver Taurus Armas S.A.
Bloavezh krouidigezh 1997
Pouez ha muzulioù
Pouez 0,800 kg - 2,200 kg hervez an adstumm
Hirder 254 mm - 419 mm hervez an adstumm
Hirder ar c'hanol 50,8 mm - 254 mm hervez an adstumm
Perzhioù teknikel
Endalc'h Taboulin 5, 6, 7 pe 8 tenn hervez an adstumm
Adstummoù Gwelet an destenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Raging Bull a zo ur rummad revolverioù daou-ober produet adalek 1997 gant an embregerezh brazilian Taurus Armas. Soñjet eo bet evel un arm sikour evit ar chaseerien a-drugarez d'ar c'halibroù kinniget, dezhe ur galloud-herzel uhel. Brudet eo evit bezañ unan eus an armoù-dorn a c'hell tennañ munisionoù uhel o c'halibr (betek 12,7 mm evit an adstumm Raging Bull 500). Implijet eo bet e kalz filmoù ha c'hoarioù video abalamour d'e skeudenn galloudus ha kreñv.

Lezet en deus e blas tamm-ha-tamm d'ar revolverioù Raging Hunter war gatalog ar merk[1].

  1. (en) Raging Hunter war lec'hienn ar merk Taurus (lennet d'an 12/12/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan