Tarascon
Gant ar ger Tarascon e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Tarascon (disheñvelout).
Tarascon | ||
---|---|---|
![]() Kastell Tarascon, war lez ar Ron. | ||
![]() | ||
Bro | ![]() |
|
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Provence-Alpes-Côte d'Azur | |
Departamant | Bouches-du-Rhône | |
Arondisamant | Arle | |
Kanton | Tarascon (pennlec'h) | |
Kod kumun | 13108 | |
Kod post | 13150 | |
Maer Amzer gefridi | Charles Fabre 2008-2014 | |
Etrekumuniezh | Communauté d'agglomération Arles-Crau-Camargue-Montagnette | |
Lec'hienn web | tarascon.org | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 15 508 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 210 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 3 m — brasañ 200 m | |
Gorread | 73,97 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Tarascon (en okitaneg hag e galleg) zo ur gêr eus Provañs hag ur gumun eus departamant Bouches-du-Rhône.
Emañ hanter-hent etre Avinhon hag Arle, war lez kleiz ar stêr Ron. En tu all d’ar stêr emañ Bèucaire, ur gêr all, e departamant ar Gard.
Al levr Tartarin de Tarascon, skrivet gant Alphonse Daudet, a gont troioù-kaer un den aleno.
Savadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz Santez Marta. Enni, hervez a gonter, e vije bez ar santez. Savet e voe an iliz, en doare romanek da gentañ ha gotek da c’houde, etre an XIIvet hag ar XIVvet kantved. Eus an III kantved eo ar c’hev-iliz.
- Kastell ar roue René. Staget e voe da sevel ar c’hastell zo bremañ e 1404, gant Loeiz II, dug Anjev, kont Provañs ha roue Naplez. Kendalc’het e voe gant e vibien, Loeiz III ha Reun Iañ. Gant hennezh e voe echuet e 1449. Setu perak e vez anvet « kastell ar roue Reun ». Aloubet e voe Provañs gant Loeiz XI, roue Bro-C’hall, ha staget e voe ouzh Bro-C’hall.
E 1932 e voe prenet ar c’hastell gant ar stad ha kempennet eo bet abaoe.
Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Beit She'an (Israel)
Elmshorn (Alamagn) abaoe 1987
Fraga (Spagn)
Neviano degli Arduini (Italia)
Porrentruy (Suis)