Taolennoù ar misionoù
Taolennoù ar misionoù a zo kartennoù livet pe taolennoù implijet gant an Iliz katolik e Breizh abaoe ar 17vet kantved betek kreiz an 20vet kantved.
An taolennoù a zo bet ijinet er 17vet kantved, gant Mikael an Noblez, ha goude-se an Tad Maner ha dreist-holl an Tad jezuist Visant Huby, d’ar mare m’eo bet renevezet an Iliz gant sened Trenta, e-pad ar pezh a anver an Adkempenn katolik. Un doare nevez e oa da ginnig an Aviel da dud Breizh-Izel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Landerne, e 1613, e-kerzh unan eus e visionoù kentañ, un hentenn katekizañ nevez a oa bet ijinet gant Mikael an Noblez, hag a liamme ar skeudennoù ouzh ar gomz. War grec’hin deñved e lakeas tresañ taolennoù, da skeudenniñ dogmoù ar relijion gatolik.
Evel ma lavare Mikael an Noblez : « O vezañ ma ne c’hell ar re n’ouzont ket lenn deskiñ kerkoulz dindan eñvor nemet dre livadurioù e vefe, eo talvouduz, a gav din, diskouez dre livadurioù ar poentoù a ranker derc’hel an tostañ dezho »[1].
Evit reiñ brud d’e brezegennoù e ra diouzh ur c’hiz savet gantañ : livañ taolennoù ma’z eus treset warno a beb seurt skeudennoù eus ar vuhez.
Da heul taolennoù Mikael an Noblez, e oa testennoù-displegañ, an "disklêriadurioù", d’al laiked da implijout an ostilh-avielañ-se gant strolladoù bihan e Douarnenez pe e Konk-Leon. Evit doare e vije bet lakaet sevel dek kartenn ha tri-ugent gant Mikael an Noblez. Daouzek a zo anezho hiziv c'hoaz (teir anezho zo sinet Allain Lestobec, paotr ar marilhoù e porzh Konk-Leon), koulz ha div eilskouerenn eus ar memes mare. An holl anezho a zo bet lakaet war roll ar monumantoù istorel, ha miret e vezont en eskopti Kemper ha Leon[2].
Diwar ar skouer-se e voe savet diwezhatoc’h gant an Tad jezuist Visant Huby, ha gant kalz beleien all goude-se, meur ha meur a daolenn evit ar misionoù. Adalek ar bloavezhioù 1670 e tispleg misionerien eskopti Kerne d’an dud fidel taolennoù hag a zo disheñvel diouzh re an Noblez, heñvel avat ouzh ar re a implij an Tad Visant Huby hag ar Jezuisted e retrejoù Gwened « evit ar re hag a zo o heuliañ ar retred ha n’ouzont ket lenn ».
Diwezhatoc’h, goude an Dispac'h Gall, e servijo an taolennoù da skignañ ur gelennadurezh strishoc’h deus ar relijion gatolik, techet e vo da bouezañ muioc’h war ar pec’hedoù ha war an ifern, kentoc’h eget war garantez Doue.
E dibenn an 19vet kantved, hag e penn-kentañ an 20vet, e voe ret kreskiñ niver an taolennoù da vezañ kinniget dirak selaouerien ar misionoù, peogwir e oant niverusoc’h-niverusañ. An taolennoù modern zo bet livet war ur pezh lien solut, mat da vezañ rollet alies en-dro d’ur vazh staget war lein al livadurioù, hag a servije war ar memes tro, sur-a-walc’h, da lakaat anezho e pign.
Un nebeud skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Taolennoù ar misionoù, livet gant ar chaloni Paul Peyron, sekretour ha goude-se kañseller-diellour eskopti Kemper ha Leon (1842-1920), e dibenn an XIXvet kantved, pe e penn-kentañ an XXvet kantved[3].
-
Ar stad a bec’hed
(ar 7 pec’hed kapital) -
An atrision
-
An adfeilh
-
Trec’h an diaoul
-
Marv ar pec’her
-
An ifern
-
An devosion
- Levrig bet embannet e 1899 gant an Aotrou F. Balanant, beleg, skrivagner ha taolenner (1861-1930), a zo bep a bajennad skrid e brezhoneg ha bep a skeudenn anezhañ.
-
Golo Taolennou ar mission
-
Ar stad a bec’hed
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roudaut (Fañch), Croix (Alain), Broudic (Fañch). Les chemins du paradis / Taolennou ar baradoz. Poltrejoù gant Padrig Sicard. Douarnenez : Le Chasse-Marée / ed. de l'Estran, 1988. 188 p., divyezhek, skeud. (ISBN 2-903708-15-0)
- Anne Sauvy, Le miroir du cœur. Quatre siècles d’images savantes et populaires, Paris : Cerf, 1989.
- An Taolennou. Le ciel et l’enfer. Des tableaux de mission à la bande dessinée 1630-1950, catalogue d'exposition du château de Kerjean, 1990.
- Taolennoù. Michel Le Nobletz. Tableaux de mission. Yann Celton (dir), Hervé Queinnec, Yann-Kelig Cotto, Kristell Loussouarn. Kastellin : éditions Locus Solus, 2018, 72 p., skeud. (ISBN 978-2-36833-186-6) [1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Disklêriadur Kartenn ar re Glañv, f°1, Dielloù Eskopti Kemper, C23. Meneget e-barzh F. Roudaut, A. Croix, F. Broudic, Les Chemins du paradis / Taolennou ar baradoz, 1988, p. 13
- ↑ "Les douze cartes peintes de dom Michel à l'évêché de Quimper", war https://diocese-quimper.fr/fr/archives.
- ↑ Onze taolennou retrouvés à Combrit, Ar Men n°149, novembre-décembre 2005, p. 64-65.