Brezel Goañv
Rann eus | Eil Brezel-bed |
---|---|
Anv er yezh a orin | talvisota |
Stad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Finland |
Lec'h | Finland |
Heuliet gant | brezel kendalc'h |
Deiziad kregiñ | 30 Du 1939 |
Deiziad echuiñ | 13 Meu 1940 |
Darvoud-alc'hwez | Moscow Peace Treaty |
Prantad | Eil Brezel-bed |
Perzhiad | Finland, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Ar Brezel Goañv (talvisota e finneg, vinterkriget e svedeg, Зи́мняя война Zímnyaya voyna e ruseg), anavezet ivez dre an anv Brezel Finlandat-Soviedel pe c'hoazh Brezel Rusian-Finlandat, pe Brezel etre Finland hag an Unvaniezh Soviedel, a grogas d'an 30 a viz Du 1939 pa voe aloubet Finland gant an Unvaniezh Soviedel hag a echuas d'an 13 a viz Meurzh 1940 pa voe faezhet URSS.
Nebeut amzer goude ma oa bet c'hwitet ar marc'hata etre URSS ha Finland a-zivout sevel un takad nann-milourel evit difenn kêr Leningrad e krogas ar brezel-se.
Tost-tre d'an harzoù emañ Leningrad, ha re dost neuze betegouzout ma vije taget URSS gant Alamagn an Nazied. Dre an Emglev Molotov-Ribbentrop, al lodenn guzh eus ar gevrat, Finland a oa bet lakaet e domani beli Soviediz.
An Unvaniezh Soviedel a oa bet o klemm evit pakañ lodennoù eus tiriad Finland, evel-se e oa bet goulennet (e-touez traoù all) e vije roet dezhi gant Finland lodennoù tiriadoù war an harzoù en eskemm ouzh douaroù e lec'hioù all. Digarez pennañ Soviediz a oa abegoù surentez, dreist-holl difenn kêr Leningrad, na oa nemet 32 km diouzh harzoù Finland. Darn eus harzoù Finland a oa e-tro da 50 km diouzh Leningrad e gwirionez. Finland a nac'has, ha taget e voe gant nerzhioù lu URSS. Darn eus an dielloù a ziskouez sklaer e oa c'hoant gant an Unvaniezh Soviedel da aloubiñ Finland a-bezh ha da lakaat margodennoù komunour finlandat e penn ar vro. Skrid Emglev Molotov-Ribbentrop zo unan eus ar prouennoù meur eus ar fed-se. Ul lodenn all eus an dielloù a chom amsklaer war ar c'hoant hollveliek-se eus ur Finland Soviedel.
Nerzhioù Soviediz a oa teir gwech niverusoc'h a-fed troadegiezh evit re Finland. Bez' o doa tregont gwech muioc'h a nijerezioù, ha kant gwech muioc'h a dankoù. An Arme Ruz a oa bet gwanaet a-galz dre spurjoù meur 1937 urzhiet gant Jozef Stalin. Ouzhpenn 30 000 ofiser a oa bet lazhet pe gaset d'ar goulag. Darn anezho a oa ofiserien uhelañ al lu : e 1939, al Lu Ruz a oa bet lakaet e-penn anezhi ofiserien hep skiant-prenet, foeñvour met strizhkredik e Jozeb Stalin.
-
Tud Finland a oa mailh evit en emguzhañ met ivez evit sevel trapoù-marvus. Amañ ur soudard soviedat marvet en unan anezho.
-
Bombezadeg Helsinki d'an 30 a viz Du 1939, kentañ devezh Brezel ar Goañv.
-
Ur Pastor finlandat lazhet e-pad an emgann e miz Kerzu 1939.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fi) Kilin, Juri & Raunio, Ari (2007) : Talvisodan taisteluja ("Emgannoù Brezel ar Goañv"), Karttakeskus (ISBN 978-951-593-068-2), p. 10.