Mont d’an endalc’had

Suzanne (Leonard Cohen)

Eus Wikipedia
Suzanne (Leonard Cohen)
Kanaouenn gant Leonard Cohen
tennet eus an albom Songs of Leonard Cohen
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Embannadur 1967
Enrolladur Eost 1967
Columbia Studio, New York
Pad 3:49
Rumm(où) Folk
Saver pozioù Leonard Cohen
Sonaozour Leonard Cohen
Produer John Simon
Label Columbia Records
Roudennoù Songs of Leonard Cohen
Master Song

Suzanne a zo ur ganaouenn saoznek bet savet er bloavezhioù 1960 gant Leonard Cohen, soner, kaner ha barzh kanadian, hag embannet e 1967. Kanet eo bet ivez gant Judy Collins. Unan eus kanaouennoù Leonard Cohen bet adsonet ar muiañ eo.[1]

Da gentañ e oa ur varzhoneg, Suzanne Takes You Down, en dastumad Parasites of Heaven, gant Leonard Cohen, e 1966, evel meur a ganaouenn all eus an albom Songs of Leonard Cohen. Er bloavezh-se end-eeun e voe enrollet gant Judy Collins, ha gant Noel Harrison ha Cohen e-unan en 1967. E 2006 eo bet lakaet er 41añ renk e roll Kanaouennoù gwellañ ar bloavezhioù 1960 savet gant skipailh Pitchfork Media[2].

Orin ar ganaouenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un atersadenn gant BBC en deus displeget Leonard Cohen en doa savet ar ganaouenn goude kejañ ouzh Suzanne Verdal (hag a oa d'ar mare-se gwreg ar c'hizeller Armand Vaillancourt) e Montreal. Er ganaouenn e ra anv eus meur a lec'h eus Montreal, evel ar Stêr Sant-Laorañs hag ur chapelig anvet Notre-Dame-de-Bon-Secours.

En un atersadenn bet aozet gant CBC News e 2006 e komz Suzanne Verdal diwar-benn ar ganaouenn. Lavarout a ra n'he doe tamm darempred korf ebet gant Cohen, daoust d'ar pezh a zo bet soñjet gant lod goude lenn komzoù ar ganaouenn. En un atersadenn bet graet e 1994 gant BBC e lavaras Cohen en doa ijinet kaout darempredoù korf ganti[3]. Suzanne Verdal a lavaras ivez he doa bet tro da welout Cohen div wech abaoe m'he doa graet berzh ar ganaouenn : ur wech goude ur sonadeg gant Cohen er bloavezhioù 1970 hag ur wech ouzhpenn er bloavezhioù 1990, met Cohen n'en doa ket komzet outi. Komzoù ar ganaouenn a voe embannet evit ar wech kentañ e 1966 e-barzh Parasites of Heaven, un dastumad barzhonegoù gant Cohen.

Enrolladennoù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Suzanne a voe enrollet da gentañ gant Judy Collins, ha kavout a reer anezhi en he fladenn In My Life embannet e 1966. Goude-se e voe enrollet gant Cohen hag embannet en e bladenn gentañ anvet Songs of Leonard Cohen Meur a wech e voe kanet hag enrollet gant Nina Simone (albomoù : Tell It Like It Is, 1969 ha Just Like A Woman). Kanet eo bet ivez gant Noel Harrison hag ar strollad breizhveuriatFairport Convention[4].

Enrolladennoù nevesoc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niverus eo ar sonerien hag ar ganerien o deus kanet Suzanne.[1] Menegiñ a c'haller Pearls Before Swine, Françoise Hardy ha Harry Belafonte. Joan Baez a enrollas anezhi ivez (pladenn : From Every Stage, 1975). Kanet eo bet ivez e nederlandeg gant Herman van Veen e 1969 hag en italianeg gant Fabrizio de André e 1984. Kanet eo bet ivez gant ar strollad breizhveuriat The Flying Lizards (pladenn : Top Ten, 1984). Peter Gabriel en deus kavet anezhi ivez (pladenn Tower of Song, un dastumad da enoriñ Leonard Cohen) hag ivez Geoffrey Oryema (pladenn : I'm Your Fan). Tori Amos he deus kanet e-pad he zroiad Original Sinsuality Tour e 2005. James Taylor a ganas anezhi war e bladenn Covers (2008).

Lodennoù eus "Suzanne" a zo bet implijet ivez. Robert McKay en deus impljiet tammoù' zo da ditloù pennadoù e romant Dave's Song (1969). Ar ganaouenn a glever ivez er film The Second Coming of Suzanne (1974). Ar c'haner hip hop Plan B en deus implijet anezhi en e vixtape Paint It Blacker. Izili R.E.M. o deus lakaet Cohen da gensaver o c'hanaouenn "Hope" (albom : Up, 1998), peogwir ez eo damheñvel an div ganaouenn.

Suzanne er sinema

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ganaouenn Suzanne a glever :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]