Geoffrey Oryema
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Ouganda, Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Geoffrey Oryema |
| Anv ganedigezh | Geoffrey Oceng Oryema |
| Anv-bihan | Geoffrey |
| Anv-familh | Oryema |
| Deiziad ganedigezh | 16 Ebrel 1953 |
| Lec'h ganedigezh | Soroti |
| Deiziad ar marv | 22 Mezheven 2018 |
| Lec'h ar marv | An Oriant |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | krign-bev |
| Tad | Erinayo Wilson Oryema |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | kaner |
| Deroù ar prantad labour | 1990 |
| Benveg sonerezh | mouezh, gitar, Lukeme, Nang |
| Lec'h diazez | Ouganda |
| Tachenn | World music, indie rock |
| Label sonerezh | Real World Records |
| Lec'hienn ofisiel | http://geoffrey-oryema.com |

Geoffrey Oryema (16 a viz Ebrel 1953 - 22 a viz Mezheven 2018) zo ur soner ha kaner genidik eus Ouganda. E 1977 e voe lazhet e dad, Erinayo Wilson Oryema, hag a oa ministr e gouarnamant Ouganda, ha tec'hout a reas Geoffrey eus ar vro. Bevet en deus e Pariz, e Normandi, hag abaoe 2009 emañ o vevañ e Breizh, e Plañvour.
Kanañ a ra Geoffrey Oryema e meur a yezh : e swahileg, en atcholeg, e gandaeg, yezhoù eus Ouganda, hag ivez e saozneg hag e galleg. Seniñ a ra gant meur a venveg, en o zouez lod eus Afrika (kora, nang) koulz ha gitar-tredan.
Anavezet eo er bed a-bezh abaoe e eil albom, Beat the Border. Kenlabouret en deus gant sonerien evel Peter Gabriel ha sonadegoù en deus graet en Europa, er Stadoù Unanet, e Japan, e Brazil, en Aostralia... E 1994 e oa bet o seniñ e Woodstock 94, da lidañ 25 bloaz ar festival hollvrudet.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Exile (1990)
- Beat the Border (1993)
- Night to Night (1996)
- Spirit (2000)
- The African Odysseus/Best Of (2002)
- Words (2004)
- From The Heart (Long Tale Recordings) (2010)