Mont d’an endalc’had

Françoise Hardy

Eus Wikipedia
Françoise Hardy
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFrançoise Hardy Kemmañ
Anv ganedigezhFrançoise Madeleine Hardy Kemmañ
Anv-bihanFrançoise, Madeleine Kemmañ
Anv-familhHardy Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 Gen 1944 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPariz Kemmañ
Deiziad ar marv11 Mez 2024 Kemmañ
Lec'h ar marvAmerican Hospital of Paris Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvlaryngeal cancer, pharyngeal cancer Kemmañ
PriedJacques Dutronc Kemmañ
BugelThomas Dutronc Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg, italianeg, galleg, saozneg Kemmañ
Tachenn laboursonaozañ, kanañ, steredouriezh Kemmañ
Bet war ar studi eFaculty of Arts of Paris Kemmañ
Lec'h annez16th arrondissement of Paris Kemmañ
Deroù ar prantad labour1962 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2021 Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Perzhiad eEurovision Song Contest 1963, Sanremo Music Festival 1966 Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ
PladennrolladurFrançoise Hardy discography Kemmañ
Label sonerezhDisques Vogue, Philips Records, Pathé, Virgin Music Kemmañ
Prizioù resevetVictoires de la Musique – Female artist of the year Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.francoise-hardy.com Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerSACEM Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Françoise Madeleine Hardy, bet ganet d'ar 17 a viz Genver 1944 e Pariz hag aet da Anaon eno d'an 11 a viz Mezheven 2024, a oa ur ganerez, ur skrivagnerez pozioù hag un aktourez c'hall. Brudet mat e oa bet er bed a-bezh dre ganaouennoù fromus hiraezhus.

Françoise Hardy a oa deuet war wel er bloavezhioù 1960 evel unan eus pennoù brudet ar wagenn yé-yé. Ouzhpenn mestroni ar galleg, kanañ a rae ivez en alamaneg, en italianeg, e portugaleg, e saozneg hag e spagnoleg. Ledet eo bet he hent vicherel war ouzhpenn 50 vloaz gant un tregont pladenn embannet.

Ganet ha desavet e oa bet e 9vet arondisamant Pariz, ha kroget e oa gant ar sonerezh e penn-kentañ ar bloaz 1962, d'an oad a 18 vloaz, war al label gall Disques Vogue ha raktal e oa bet berzh ganti dre ar ganaouenn Tous les garçons et les filles.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Lesueur, Daniel : Françoise Hardy – Catch A Rising Star. Rosières-en-Haye (54) : Camion blanc, 2016 (ISBN 978-2-35779-766-6)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.