Suzana (Bibl)
- Ur pennad Suzana zo diwar-benn an anv-badez.
Suzana pe Suzanna, zo anv meur a vaouez er Bibl.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus ar ger hebreek Shoshana (a dalv kement ha lili). E gavout a reer en Testamant Kozh, koulz hag en Testamant Nevez.
Bibl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En Testamant Kozh en e gaver e Levr Daniel.
- En Testamant Nevez en e gaver en Aviel hervez Lukaz. Suzana zo anv unan eus ar maouezed a vez da-heul Jezuz en e valeadennoù hag en sikour gant he madoù.
Mojenn Levr Daniel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou gozh a renk uhel eus ar c'hornad, a oa troet o spered gant Suzana, ur vrav a vaouez a oa gwreg ur yuzev pinvidik, a guzhas er jardin ma oa-hi kustum da gibellat en he noazh. Ha i neuze d'he gourdrouz ha da lavarout e ranke o lezel da gemer o c'hoant rak panevet da se e tamallfent anezhi da vout avoultrerez, pezh a dalve kement ha kastiz ar marv. Nac'h plegañ dezho a reas Suzana, hag an daou gozh kuit. Nemet derc'hel d'o ger a rejont.
Barnet e voe ar wreg ha kondaonet d'ar marv, met dont a reas Daniel (ur profed en Testamant Kozh) d'he sikour, ha prouiñ a reas e oa ganti e oa ar wirionez.
Kondaonet ha meinataet e voe an daou zen fall.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalzik a oberennoù zo bet awenet gant mojenn an Testamant Kozh.
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Susanna (Handel), un oratorio gant Handel
Livouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar vojenn viblek ez eus bet awenet meur a arzour. Gwelout ar pennadoù:
Kizellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Nicolas Beauvallet - Suzana o kibellat