Mont d’an endalc’had

Sula Sgeir

Eus Wikipedia
Sula Sgeir

Sula Sgeir gwelet eus ar c'hornôg


59° 5′ 35.7929″ N, 6° 9′ 34.6748″ R

Sula Sgeir Sula Sgeir

Leòdhais

Douaroniezh
Riez Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Gorread 0,154 km²
Pennlein 70 m
Poblañs 0
Melestradurezh
Bro Bro-Skos
Rannvro Na h-Eileanan Siar
Statud Site of Special Scientific Interest

Special Protection Area

Sula Sgeir, skrivet Sùlaisgeir ha Sùla-Sgeir ivez e gouezeleg Bro-Skos, Súlasker e norseg, zo un enezennig didud e Meurvor Atlantel an Norzh, 70 km en norzh da Eilean Leòdhais ha 18 km er mervent-kornôg da Eilean Rònaigh an Daimh, en Inizi Gall, e Bro-Skos.

Ur skosell gneis eo, tuet mervent-biz, war-dro 7,3 km he hirder ha 2,5 km en he ledanañ ; ker bihan eo ma ne vez diskouezet war kartennoù an Inizi Gall nemet dibaot a wech.

An tonnoù o deus kleuziet e tornaod su ar garreg ur steudad mougevioù a c'haller gweladenniñ war vagig pa vez mor plaen, ar pezh na c'hoarvez nemet e-pad un nebeud devezhioù e miz Mezheven en unan eus takadoù dañjerusañ ar meurvor.

Didud eo Sula Sgeir, met dismantroù un ti-repu anvet Taigh Beannaichte ("Ti Benniget") zo e beg Sgeir an Teampaill ("Karreg an Templ") er reter.

Sròn na Lice, er penn merventañ, eo pennlein Sula Sgeir, 69 m a-us live ar mor ; un tour-tan emgefreek 5 m e uhelder zo bet savet eno. Ker rust e vez ar mor ma vez alies gwagennoù o wastañ ar savadur.

Un tamm eus Mirva natur Rònaigh ha Sula Sgeir eo bet, pa ro goudor da dremen 5 000 koublad morskouled (Morus bassanus) ha ma'z eo ul lec'h gouennañ evit ar reuniged gris (Halichoerus grypus). Karamelled an Norzh (Fulmarus glacialis) ha poc'haned boutin (Fratercula arctica) zo ivez ; un albatroz abrantek (Thalassarche melanophris) zo bet o chom eno e-pad tri bloaz[1].

D'an 18 a viz Mae 2018 e voe dizisklêriet[2] ha troet da Site of Special Scientific Interest ha Special Protection Area[3].

Lec'hanvadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kement ha "Karreg ar morskouled" e talvez Sula Sgeir e gouezeleg skos, eus an anvioù norsek súla ("morskoul") ha sker ("karreg").

Petra bennak ma'z eo bihan Sula Sgeir ez eus bet roet anvioù da veur a lec'h ennañ, gouezelek an holl anezho ; eus an norzh d'ar su hag a gornôg da reter :

Kartenn Sula Sgeir

Taigh Beannaichte

Tour-tan

Bukit war ar gartenn  An Ti Benniget er reter hag an tour-tan er su
  • Bogha Còrr — "Bolz Dibar"
  • Boghannan a's Iàr — "Bolzoù ar C'hornôg"
  • Pal a' Chaitainich — (?)[4]
  • Lùnndastoth — "Geoteg Aezhennek"
  • Bogha Leathainn — "Bolz Ledan"
  • Ràmha Cleit — "Karreg ar Roeñv"[5]
  • Thamna Sgeir — (?)[6]
  • Dà Bogha Ràmha Cleit — "Div Volz Karreg ar Roeñv"
  • Geodha Phaill Bhàin — "Islonk -?- Velegan"[4]
  • Geodha Blatha Mòr — "Islonk Bras ar Bleunioù"
  • Geodha Bhun Mhoir — "Islonk e Strad Bras"
  • Tigh Mhaoldànuich — "Ti Beg e Zaou Vougev"
  • Cnap Geodha Blàtha Béag — "Torgennig Islonk Bihan ar Bleunioù"
  • Sgeir an Teampuill — "Karreg an Templ"
  • Bealach an t-Suidhe — "Ode ar Gador"
  • Pairc a's Iàr — "Park ar C'hornog"
  • Meagh Cich — "Bronn an Dourlaezh"
  • Creag Trithaiga — "Karreg an Tri Zi"
  • Sròn na Lice — "Beg ar Garreg"

Ar morskouleta

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar chaluter Heather Isles o tapout an dastumerien gugachan, 2008

Kentañ gwech ma voe skrivet a-zivout Sula Sgeir e voe gant ar beleg skosat Donald Monro (fl. 1526-1574) pa weladennas an Inizi Gall e 1549. En e zeskrivadur e ra meneg eus moraerien eus Nis en Enez Leòdhas o tont da Suilskerray (Sula Sgeir) da zastum morskouled sec'h ha pluñv evit kas d'ar gêr[7].

Un hengoun eus ar re henañ en Europa eo an dastum gugachan (morskouled yaouank) e Sula Sgeir evit o c'hig hag o fluñv. Ur meuz c'hwek eo kig guga sall e Leòdhas abaoe kantvedoù, ha lakaet e veze war taolioù roueed Bro-Skos er XVIvet kantved.

E 1797 ez eus meneg adarre eus ar morskouleta er Statistical Accounts of Scotland, ma lenner e veze bep bloaz 6 den o roeñviñ eus Nis betek Sula Sgeir, « hep nadoz-vor zoken »[8].

Feal d'an hengoun e chom annezidi Leòdhas en XXIvet kantved : bep bloaz e miz Eost e vez dek den a-youl-vat — oadourien arroutet ha nevezidi, pa'z eo ar morskouleta ul lid enlaeziñ — o vont da lazhañ 2 000 guga ; un aotre nemedel a vez roet evit bloaz gant an aozadur Scottish Natural Heritage (SNH) evit kenderc'hel gant an hengoun.

Ur chaluter a gas an dud, o boued hag o rikoù betek ar garreg ma chomont e-pad pemzektez, pe belloc'h mard eo re fall an amzer evit an distro. Goude staliet ur meni hunva e dismantroù un tigh dubh ("ti du") hag a vez adtoet bep bloaz e krogont da glask gugachan trì tuim, da lavaret eo morskouled warno tri bouchad marbluñv war o fenn, o c'hein hag o favioù a ziskouez ez int en oad mat da vout dastumet. Pa vez tapet ur guga e vez lazhet gant un taol bazh.

Bemnoz goude an dastumadeg e vez dibluñvet ha divouzellet al laboused kent o suilhañ a-us un tantad maget gant eoul o bouzelloù ; diaskornet e vezont ha lakaet en holen.

Ur wech distroet ar skipailh e Nis e vez rannet an 2 000 evn etre an izili hag annezidi an enezenn.

Enebiezh a sav a vare da vare : lod dastumerien a voe gourdrouzet a varv dre bellgomz e 2017[9], hag aozadurioù zo savet enep an hengoun en abeg da grizder e-keñver al loened[10]. Koulskoude, daougementet eo bet niver ar morskouled war Sula Sgeir etre 1902 ha 2003[11].

E 2015 e c'houlennas annezidi Leòdhas ma vije kresket ar c'hementad a vorskouled aotreet gant SNH[12], a zisklêrias e oa bevus hengoun ar morskouleta e Sula Sgeir[13].

  • An hevelep hengoun zo bet e Hiort betek 1910.
Kalied
Kalied

Petra bennak ma vez lorgnet gant ar mor a-hed an amzer, hag a-drugarez d'ar gwano marteze, ez eo goloet Sula Sgeir a galied (Armeria maritima) a vez e bleuñv e kreiz an hañv.

Tan Sula Sgeir zo un tour metalek karrezek 5 m e uhelder, livet e gwenn, savet war un darenn beton. Oberiant eo, petra bennak ma ne ouzer mui pegoulz e voe savet ; emañ war listenn gouleier ar bed abaoe ar 1 a viz Mezheven 2006[14].

Bannañ a ra gouloù gwenn bep 15 eilenn 74 m a-us live ar mor, ha gwelet e vez eus 11 milmor (20,372 km) tro-dro d'ar garreg[15].


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) BBC News, 9 MAE 07
  2. (en) Tell Me Scotland
  3. (en) Scottish National Heritage
  4. 4,0 ha4,1 Displegadenn ebet neblec'h, zoken e Bòrd na Gàidhlig en Inbhir Nis.
  5. Làmha war ar gartenn gozh, Ràmha war ar gartenn-vor ; stumm ur roeñv zo gant ar garreg.
  6. Ur gêr e Palestina eo Thamna. Tàmh ("tav", "repu") e c'hellje bout, pa dalv Tàmh Sgeir kement ha "Karreg ar Repu" ; a-vaez da Sgeir emañ ar garreg.
  7. (en) MONRO, Donald (1549) : A Description of the Western Isles of Scotland Called Hybrides
  8. (en) SINCLAIR Sir John, The Statistical Account of Scotland, 1791-1799
  9. (en) The Times, 01 GWE 17
  10. (en) BBC Scotland, 17JAN 18
  11. (en) The Guardian, 27 JAN 2014
  12. (en) Deadline, 03 EBR 15
  13. (en) BBC, 10 EOS 16
  14. (en) World List of Lights
  15. (en) Northern Lighthouse Board / GLA AtoN Review 2015 p. 86