Sturm und Drang
Neuz
Sturm und Drang (brezhoneg « korventenn hag entan ») a oa ul luskad politikel ha lennegel alaman eus kreiz an XVIIIvet kantved. Ul lodenn eo eus luskad ar Sklêrijennoù (Aufklärung) met o vont pelloc'h gant ar mennozhioù frankizour. Evit izili al luskad e oa ret stourm a-enep frammoù eneel ha sokial ar gevredigezh evit reiñ muioc'h a frankiz d'an hiniennoù.
Awenoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al luskad zo bet awenet gant Jean-Jacques Rousseau ha William Shakespeare. Ganedigezh al luskad a oa bet en Alamgn pa oa ur vonarkiezh hollc'halloudek kreñv. Götz von Berlichingen zo ur pezh-c'hoari gant Goethe ennañ ur from broadelour kreñv a-enep dilez an Impalaeriezh Roman Santel evit Kêrioù ha Stadoù o vrezeliañ kenetrezo.